Paul Vieille
Neuz

Paul Marie Eugène Vieille, ganet d'an 2 a viz Gwengolo 1854 e Pariz (Bro-C'hall)[1] ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1934 er memes kêr, a oa ur c'himiour gall, bet stummet en École Polytechnique, ha kelenner er skol-se etre 1882 ha 1913. Brudet eo evit e labourioù war ar gwagennoù stroñs hag evit bezañ ijinet ar poultr divoged e 1886. Ezel e oa eus Akademiezh ar Skiantoù gall[2].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reseviñ a reas ar Priz Leconte war ar mekanikerezh a-berzh Akademiezh ar Skiantoù e 1889, evit ijinadenn ar poultr divoged[2]. Anvet e voe da Ofiser Meur al Lejion a Enor gall e 1918.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Fichenn kot LH//2699/69, diaz Léonore (lennet d'an 10/01/2025)
- 1 2 (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 142