Paul Dena
| Anv | Paul Denis Navero |
|---|---|
| Lesanv | Paul Dena |
| Ganedigezh | 2002 e Roazhon |
| Broadelezh | |
| Ment | 1,75 m |
| Stil | Judo Gouren Kick-boxing |
| Skipailh | US Métro Paris |
| Rummad | < 66 kg |
| Respet | 2018 - bremañ |
| Trec'hioù | 1 |
| Kolloù | 0 |
| Rampo | 0 |
| Hep diviz | 0 |
| Titloù | Kampion Frañs amatour < 66 kg (2023) Medalenn arem Europa IMMAF (2024) |
Paul Denis Navero, ganet e 2002 e Roazhon [1], lesanvet Paul Dena, a zo un emganner MMA ha levezoner web breton. Bet eo bet kampion Bro-C'hall amatour e 2023 ha medalennet en arem e kampionadoù Europa 2024. Kroget eo gant ar vicher e Bourdel d'ar 24 a viz Mae 2025.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Paul Dena e Roazhon e 2002. Tapet en deus ur vachelouriezh skiantel, met goude bezañ bet gwelet ur film war Conor McGregor en deus bet c'hoant da vezañ un emganner MMA. D'an oad a 18 vloaz e oa aet kuit da Iwerzhon evit gourdoniñ er Straight Blast Gym Ireland, pennlec'h McGregor. Eno en deus bet desket pep tra en ur vezañ trec'het garv alies e-kerzh emgannoù gourdoniñ. D'ar 14 a viz Gwengolo 2024 e oa deuet a-benn da lakaat KO ar Saoz Alex Andrews e Kolmar e doug pemp segondenn, ar pezh a chom ar rekord eus an MMA e Bro-C'hall[2].
Sportour MMA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gentañ krogad gwir a oa bet en Arkéa Arena e Bourdel d'ar 24 a viz Mae 2025 ; trec'h e oa bet war Saber Talmoust e TKO (paouez gant an tredeog) en eil round [3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.ouest-france.fr/sport/mma/hexagone-mma-27-tout-savoir-sur-le-premier-combat-professionnel-du-rennais-paul-dena-19a20626-1fbb-11f0-bf67-a97478b86af6
- ↑ https://www.ouest-france.fr/sport/mma/portrait-jetais-nul-je-servais-de-serpilliere-paul-dena-le-mma-comme-raison-de-vivre-d25e0e64-1a19-11f0-a759-74724e64dd56
- ↑ https://boxemag.ouest-france.fr/palmares/paul-denis-navero-mma/
