Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Gouere

Eus Wikipedia
Emañ Anna Breizh o resev digant Antoine Dufour un dornskrid a sav meuleudi d'ar maouezed brudet. Skeudenn graet, war a greder, gant Piéral e-tro 1505 (Mirdi Dobrée, Naoned)


Anna Breizh pe Anna Vreizh a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514. Dre he dimezioù e voe ivez

Merc'h e oa da zug Breizh Frañsez II (1435-1488), ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.