Patrice Lumumba

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Patrice Lumumba e Kerzu 1960

Patrice Émery Lumumba (2 Gouere 1925 – 17 Genver 1961) a oa ur stourmer evit an dizalc'hiezh hag ur politiker eus Kongo. Kentañ Ministr Republik Kongo e voe e 1960. Ur perzh bras a gemeras er stourm evit dizalc'hiezh Kongo hag a oa neuze un drevadenn velgiat, asambles gant Joseph Kasa-Vubu. Broadelour hag hollafrikanour e oa ha ren a reas ar Mouvement National Congolais (MNC) adalek 1958 betek e varv.

Pa zeuas Kongo da vezañ ur stad dizalc'h e 1960, e voe trubuilhoù er vro, gant Katanga o klask en em zistagañ. Skoazell a c'houlennas Lumumba digant Stadoù Unanet Amerika hag Aozadur ar Broadoù Unanet evit mougañ an emsavadeg. Pa voe nac'het degas sikour gant ar re re, en em droas neuze war-zu an Unvaniezh Soviedel. Diwar an dra-se e savas bec'h er vro, etre Lumumba hag ar prezidant Joseph Kasa-Vubu skoazellet gant Joseph-Désiré Mobutu, gant an eil kostezenn harpet gant an Unvaniezh Sovidel hag eben gant ar Stadoù Unanet ha Belgia.

Un taol-stad a reas Mobutu e Gwengolo 1960. Harzet ha toullbac'het e voe Lumumba ha lazhet e voe e Katanga d'ar 17 a viz Genver 1961. Goude e varv e voe sellet outañ evel ur merzher gant e-leizh a dud a-du gant ar sokialouriezh hag an hollafrikanouriezh.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.