Patrice Fourn
Neuz
Patrice Fourn zo skrivagner, troer ha treuzskriver brezhonek. Goprad eo bet e Dastum Bro Leon.[1] Ezel eo bet eus Termbret (Ofis ar brezhoneg).[2] Pennadoù gantañ a gaver er gazetenn Ya !.[3]
Oberennoù
- 1998 : Geriaoueg al levraouegoù : Vocabulaire des bibliothèques, oberenn a-stroll, Termbret, Servij ar brezhoneg, Skol-Uhel ar Vro
- 2003 : Anvioù bronneged Europa : Noms des mammifères d'Europe : Enwau mamaliaid Ewrop : Names of the mammals of Europe, oberenn a-stroll, Ofis ar brezhoneg
- 2009 : Geriaoueg ar c'hleweled : Vocabulaire de l'audiovisuel, oberenn a-stroll, Ofis ar brezhoneg
- 2025 : A bep seurt gant un istrogell, oberennoù, troidigezhioù ha treuzskrivadurioù, Nadoz-Vor embannadurioù
Troidigezh
- 1998 : Mickaël Dumont, Les enfants Diwan, kendroet gant Iwan Kadored ha Jord Cherel, Ikkon
Daveennoù
- ↑ (fr) Dastum Bro-Leon. Ifig Calvez est le nouveau président
- ↑ Anvioù bronneged Europa, p. 21
- ↑ Da skouer : Teir farsadenn, Ya ! 291/292, p. 8