Mont d’an endalc’had

Paskal (unanenn)

Eus Wikipedia
Pascal
unit of pressure, UCUM derived unit, SI unit with special name, unit of mechanical stress
Anvet diwarBlaise Pascal Kemmañ
Defining formula Kemmañ
In defining formula, , , ,  Kemmañ
Kementad fizikel muzulietpressure, mechanical stress, shear modulus, bulk modulus, Young's modulus Kemmañ
Derived from base unitkilogramm, metr, eilenn Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ

Ar paskal (simbol : Pa) eo unanenn SI ar gwask. Kevatal eo gant un newton dre metr karrez. Ar memes unanenn a vez implijet c'hoazh evit muzuliañ ar striv, modul Young hag al lastikder.

1 paskal (Pa) = 1 N/m2 = 1 J/m3 = 1 kg·m–1·s–2

Lieskementoù SI

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lieskement Anv Simbol Lieskement Anv Simbol
100 paskal Pa      
101 dekapaskal daPa 10-1 desipaskal dPa
102 hektopaskal hPa 10-2 santipaskal cPa
103 kilopaskal kPa 10-3 milipaskal mPa
106 megapaskal MPa 10-6 mikropaskal µPa
109 gigapaskal GPa 10-9 nanopaskal nPa
1012 terapaskal TPa 10-12 pikopaskal pPa
1015 petapaskal PPa 10-15 femtopaskal fPa
1018 egzapaskal EPa 10-18 atopaskal aPa
1021 zetapaskal ZPa 10-21 zeptopaskal zPa
1024 yotapaskal YPa 10-24 yoktopaskal yPa

Anvet eo bet an unanenn diwar Blaise Pascal, ar matematikour, fizikour ha prederour gall dreist.

Displegadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1 megapaskal (MPa) = 1 000 000 Pa = 1 N/mm2.

Ar gwask atmosferek standart zo 101 325 Pa = 101,325 kPa = 1013,25 hPa = 1013,25 mbar = 760 Torr (ISO 2533).

E pad pell e voe muzuliet ar gwask atmosferek e milibar gant ar veteorologourien dre ar bed. Goude ma voe degaset an SI e voe gwelloc'h gant kalz anezho mirout an talvoudoù boas evit ar gwask. Setu perak e vez implijet an hektopaskal hiziv-an-deiz gant ar veteorologourien evit an aerwask, dre m'eo kevatal an hektopaskal gant ar milibar, tra ma vez roet gwaskoù damheñvel e kilopaskal en holl dachennoù all pe dost, e lec'h ma ne vez ket graet gant ar rakger hekto.

1 hektopaskal (hPa) = 100 Pa = 1 mbar.
1 c'hilopaskal (kPa) = 1000 Pa = 10 hPa.

Er sistem mts soviedel kozh e oa an unanenn gwask ar pieze a zo kevatal gant ur c'hilopaskal.

Keñveriañ gant unanennoù gwask all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1 bar 100 000 Pa
1 barye 0,1 Pa
1 milibar 100 Pa
1 atmosfer 101 325 Pa
1 mmHg (pe Torr) 133,322 Pa
1 inHg 3386,833 Pa
1 cmH2O 98,0638 Pa