Parlementin Roazhon
Ar parlementin a zo ur gouign krouet e Roazhon e 1999 ha graet gant alamandez, avaloù ha chistr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar parlementin gant un nebeud pastezerien eus Roazhon bodet e kevread departamantel pastezerien an Il-ha-Gwilen. Rekipe Laurent Le Daniel a voe miret[1]. Divizet e voe gant o c'hrouerien envel anezhañ Parlementin abalamour d'e stumm kensturdalek hag a gas soñj eus hini Parlamant Breizh, hag evit gas soñj eus an tailh savet war ar "podoù chistr" evit arc'hantaouiñ savidigezh ar Parlamant en XVIIIvet kantved[2],[3].
Soutenet e oa bet ar grouidigezh-se gant kêr Roazhon ha Kambr Yaouank an Ekonomiezh e Roazhon. "Badezet" e voe ar parlementin e saloñsoù an ti-kêr gant Edmond Hervé d'an 29 a viz Genver 2000[4],[3].
Rekipe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet eo ar gouign gant ur wispidenn vouedek dre alamandez, ur c'hoñfizadur avaloù eus ar ouenn Renetez Arvorig dre chistr, tommet e-pad meur a eurvezh evit bezañ koazhet, ha koefet gant un deolenn nougadin war ar gorre[1],[3].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 Le Parlementin de Rennes e www.rtl.fr, 2019-09-26
- ↑ Qu'est-ce que le Parlementin, la pâtisserie de la ville de Rennes ? e actu.fr
- 1 2 3 À travers leurs gâteaux et chocolats, ces artisans racontent l’histoire de Rennes e Ouest-France.fr, 2023-08-05
- ↑ Le Rennais, n°307, miz C'hwevrer 2000.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |