Park Geun-hye
Neuz
- Un anv eus Korea eo Park Geun-hye ; Park eo an anv-familh.
Park Geun-hye
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
| Anv e yezh-vamm an den | 박근혜, 朴槿惠 |
| Anv-bihan | Geun-hye |
| Anv-familh | 박 |
| Moranv | Ice Princess, Selfless Daughter, Queen of Elections, 선거의 여왕 |
| Deiziad ganedigezh | 2 C'hwe 1952 |
| Lec'h ganedigezh | Daegu |
| Tad | Park Chung-hee |
| Mamm | Yuk Young-soo |
| Breur pe c'hoar | 박근령, 박지만, Park Jae-ok |
| Kompagnun(ez) | talvoud ebet |
| Yezh vamm | koreaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg, galleg |
| Lec'h bac'hañ | Seoul Detention Center |
| Kondaonet evit | bribery |
| Micher | politiker |
| Lec'h annez | Daegu, Seoul |
| Strollad politikel | Liberty Korea Party, politikour dieub |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2012 South Korean presidential election |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh, Crusaders to Save the Nation |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2014, APEC Indonesia 2013 |



Park Geun-hye (koreaneg 박근혜), bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1952, zo ur bolitikourez eus Sukorea a zo bet 11vet Prezidant Sukorea adalek ar 25 a viz C'hwevrer 2013 betek an 10 a viz Meurzh 2017, ar c'hentañ maouez e oa bet da dizhout ar post-se. Merc'h eo-hi da Park Chung-hee, a oa bet prezidant Sukorea goude Taol-Stad ar 16 a viz Mae ha chomet er galloud etre 1963 ha 1979.
D'an 9 a viz Kerzu 2016 e oa bet digadoriet Park Geun-hye gant bodad broadel Sukorea a damalle dezhi bezañ bet harpet embregerezhioù bras da gaout kevratoù gant ar Stad. Barnet e voe an digadoriañ gant lez-varn vonreizhel ar vro ha d'an 10 a viz Meurzh 2017 e voe kadarnaet diviz ar vodadeg ha torret Park Geun-hye diouzh he c'harg da vat.
