Mont d’an endalc’had

Pariser Platz

Eus Wikipedia
Pariser Platz ha Brandenburger Tor
Pariser Platz e 1982
Pariser Platz, Hotel Adlon nevez
Kannaddi Bro-C'hall

Pariser Platz a zo ur blasenn e-kreiz Berlin, nepell eus Brandenburger Tor, hag e penn kornôg Unter den Linden. Dont a ra anv ar blasenn eus aloubadeg an armeoù unvan e Pariz e 1814.

A-fet savouriezh ez eo ur blasenn a c'hiz nevezklasel. Betek 1814, e oa anavezet dindan an anv Viereck (karrez). E miz Meurzh 1814 e voe kemmet hec'h anv da Bariser Platz, pa voe aloubet Pariz gant armeoù Prusia ha re vroioù all.

Unan eus plasennoù brasañ e oa Pariser Platz a-raok an Eil Brezel Bed, warni kannatiez (SUA, Bro-C'hall), akademiezh an arzoù-aker, hag an ostaleri Atlon. Lod brasañ ar savadurioù tro-dro ar blasenn a voe distrujet e dibenn ar brezel, war-bouez Brandenburger Tor. Da vare rann Berlin e voe ar blasenn e-kreiz an no man's land. Pa voe unvanet Berlin e 1990, e teuas Pariser Platz da vezañ ul lec'h a-bouez : eno e voe adkaset ar c'hannatiez hag akademiezh an arzoù. Reolennoù a-fet sevel a zo avat : savadurioù 22 metrad uhelder dezho d'ar muiañ a c'haller lakaat sevel.

Savadurioù war Pariser Platz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brandeburger Tor
  • Haus Sommer, implijet gant Bank ar c'henwerzh
  • Kannati ar Stadoù-Unanet
  • Kannati Bro-C'hall
  • Palez Wrangel, sez DZ Bank
  • Akademiezh arzoù Berlin
  • Adlon
  • Eugen-Gutmann-Haus, sez Dresdner Bank
  • Palez am Pariser Platz
  • Haus Liebermann
  • Mirdi Kennedy

Annezidi vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.