Mont d’an endalc’had

Pariser Kanone

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Dicke Bertha.
Pariser Kanone
Ur Pariser Kanone
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Kanol karget dre e gulasenn
Mont en-dro Kulasenn, riklañ a-blaen
Munision Obuzioù kalibr 210 mm, 125 kg d'ar muiañ
Mare servij 1918
Produerien Krupp
Škoda
Perzhioù teknikel
(stumm orin)
Mas hollek 750 tonenn
Mas ar c'hanol 175 tonenn
Hirder ar c'hanol 34 metr

Lusk-tennañ War-dro 1 tenn bep 15 mn
Hed-tenn d'ar muiañ 130 km
Tizh mont e-maez ar vannadell V0 Etre 1500 ha 1600 m/s
Padelezh hentad ar vannadell Etre 3 ha 3,5 mn
Korn-bizañ War-dro 50° ha 55°
Barr an hed-tenn War-dro 40 km

Ar Pariser Kanone a oa un doare kanol hir e hed-tenn implijet gant an Deutsches Heer e dibenn ar Brezel-bed Kentañ evit tennañ war bPariz. Ijinet ha produet e voe gant an embregerezh Krupp (en Essen), ha skouerennoù a voe produet ivez e Plzeň (Tchekia, neuze en Impalaeriezh Aostria-Hungaria).

Fiziet e voe ar Pariser Kanonen er morlu alaman, abalamour e oa kustum d'ober gant pezhioù-kanolierezh bras. E 1918 e voent implijet e-pad tri frantad (eus an 23 a viz Meurzh betek an 3 a viz Mae ; eus ar 27 a viz Mae betek an 11 a viz Even ; ha deus ar 15 a viz Gouere betek war-dro ar 15 a viz Eost) evit tennañ 367 obuz en holl war Bariz hag he rannvro. Hervez ar bilañs ofisiel e varvas 256 den hag e voe gloazet 620 anezho eno gant tennoù ar Pariser Kanonen[1]. Ar vombezadeg varvusañ a c'hoarvezas d'an 29 a viz Meurzh, pa gouezhas un obuz war an iliz Sant Jerveiz da zeiz Gwener-ar-Groaz en ur lazhañ 91 den hag en ur c'hloazañ 68 anezho[2]. Ar gelaouenn L'Illustration he deus embannet e 1919 kartenn al lec'hioù tizhet gant obuzioù[3].

Un elfenn eus ar brezel psikologel e voe dreist-holl, pa ne c'halle ket bizañ resis sibloù strategel. An arme alaman a glaske kentoc'h lakaat ar Barizianed da bennfolliñ evit ma redijent o gouarnamant da blegañ dirak youl ar c'hKaiser[1]. Kement-mañ a c'hoarvezas ouzhpenn da vare Argadenn an Nevezhañv, pa dostaas an Alamaned tost-tre ouzh ar gêr-benn c'hall[2].

Ur gartenn-bost warni lec'h-staliañ ur Pariser Kanone e-kichen Château-Thierry e 1918, en ul lec'h adtapet gant an arme stadunanat

Perzhioù teknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kambret e oa ar Pariser Kanonen evit obuzioù 125 kg d'ar muiañ ha 210 mm o c'halibr. Abalamour d'an tennoù uzañ ar c'hanolioù buan e oa ret cheñch o zuellennoù (div anezhe staget d'ober ur c'hanol 34 metr) goude 65 tenn hepken. Ar c'hanolioù o-unan a oa e div lodenn soutenet gant un obant. Rankout a rae ar pezh-kanolierezh bezañ diblaset war hentoù-houarn. Ar sistem entanañ a yae en-dro gant tredan. An obuzioù a veze ouzhpennet gourizoù metal dezhe a-feur ma veze tennet, evit azasaat o c'halibr da ledander brasoc'h-bras ar c'hanol oc'h uzañ[1].

Anvet e voe an arm Pariser Kanone pe Pariser Geschütz gant an Alamaned. Lesanvet e voe Grosse Bertha ("Bertha dev") gant ar C'hallaoued ; koulskoude e oa an Dicke Bertha ur pezh-kanolierezh all eus an arme alaman, kalz brasoc'h e galibr (420 mm), implijet evit tennañ war lec'hioù-kreñv war-hed 14 km d'ar muiañ[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) HUYON Alain, La Grosse Bertha des Parisiens, Historique d'une arme de légende, Revue Historique des Armées n°253, 2008, pp. 111-125 (lennet d'an 11/02/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) LE GALL Erwan, Resituer le bombardement de l’église Saint-Gervais dans le temps long de la Grande Guerre, En Eñvor (lennet d'an 11/02/2025)
  3. Niverenn ar 4 a viz Genver 1919.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan