Pargalı Ibrahim Pacha
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh otoman, Republik Venezia |
| Lealded | Impalaeriezh otoman |
| Anv e yezh-vamm an den | Pargalı İbrahim Paşa |
| Anv-bihan | Ibrāhīm |
| Titl noblañs | pasha |
| Deiziad ganedigezh | 1495 |
| Lec'h ganedigezh | Parga |
| Deiziad ar marv | 15 Meu 1536 |
| Lec'h ar marv | Istanbul |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | strangling |
| Yezhoù komzet pe skrivet | Ottoman Turkish, gresianeg, italianeg, turkeg, arabeg |
| Yezh implijet dre skrid | Ottoman Turkish |
| Micher | politiker, milour, skrivagner |
| Karg | grand vizier of the Ottoman Empire, Beylerbey of Egypt |
| Bet war ar studi e | Enderun |
| Lec'h labour | Istanbul, Vienna |
| Relijion pe kredenn | Eastern Orthodoxy, Islam sunnit, Islam |
| Grad milourel | milour, politiker |
Pargalı Ibrahim Pasha [1], ganet e-tro ar 5 a viz Meurzh 1495 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1536, a oa bet ar c'hentañ vizir meur eus an Impalaeriezh otoman choazet gant ar Sultan Suleiman ar Meurdezus.
Ibrahim a voe ganet kristen orthodoks, ha lakaet da sklav en e yaouankiz. Eñ ha Suleiman a oa deuet da vezañ kamaladed vras en o yaounkiz. E 1523, Suleiman en doa choazet Ibrahim evel vizir meur e plas Piri Mehmed Pasha, a oa bet choazet e 1518 gant tad Suleiman, ar sultan kent Selim Iañ. Ibrahim a oa chomet er post-se e-pad 13 vloaz. Levezon ha galloud bras en doa bet evel unan eus ar galloudusañ vizired en istor an impalaeriezh. Siwazh dezhañ e voe lakaet d'ar marv gant Suleiman, e 1536, en e balez (a oa profet dezhañ gant ar sultan) hag a voe adperc'hennet gant ar stad.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ brudet ivez evel Frenk Ibrahim Pasha ("ar C'hornôgad"), pe Makbul Ibrahim Pasha ("gwellañ deuet"), a voe kemmet e anv en Maktul Ibrahim Pasha ("an hini bet lakaet d'ar marv") goude ma vije bet drouklazhet en Palez Topkapı.