Mont d’an endalc’had

Pardon (lid)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur pardon zo ur birc'hirinded hag un devosion hengounel eus ar gatoligiezh poblek, e Breizh a-bezh. A orin kozh-tre eo, sevel a ra da vare avieladur ar vro gant ar venec'h keltiek moarvat. Ul lid-peniti eo. Ur pardon a c'hoarvez da vare gouel sant-paeron un iliz pe ur chapel, ma vez roet un induljañs pe ur pardon. Ekumenikel a c'hell bezañ. Pardon ar Seizh Sant a vod katoliked ha muzulmaned e Chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had, en Aodoù an Arvor[1].

2000 a vije e Breizh, a-hed ar bloaz met en hañv dreist-holl.[2]

En estrenvro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Havr-Nevez (Normandi, Bro-C'hall) e vez lidet ur pardon abaoe 1875, e-keñver Gouel Sant-Erwan[3]

E Montfort-l'Amaury (Yvelines, Bro-C'hall) e veze lidet ur "pardon breton" er gumun etre 1899 ha 1977. E 1999 e voe lidet 100 vloaz ar pardon evit enoriñ un darvoud a verkas istor ar gumun. Hag e 2009 e voe lidet ar 110vet deiz-ha-bloaz.

Ur pardon Sant-Erwan a zo bet e Pariz ivez e-pad pell. Ur pardon Sant-Erwan a zo bet e Roma (Italia) e 2015[4]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Manoël Pénicaud, Jean-Jacques Pérennès, Pèlerinage islamo-chrétien à Vieux-Marché, France Culture, 22/09/2024
  2. Le pardon, cette exception bretonne bien vivante. e Le Télégramme, 12 a viz Eost 2023.
  3. La grande fête des Bretons organisée en mai au Havre se prépare déjà, 76actu, 11 a viz Meurzh 2023.
  4. ROME Retour sur le Pardon de Saint-Yves-des-Bretons., Ar Gedour, 12 a viz Even 2015.