Mont d’an endalc’had

Paperach-postel

Eus Wikipedia
Paperach-postel Iwerzhon (1970)
Kartenn-bost Bro-C’hall

Graet e vez paperach-postel eus ar goloioù-lizher, ar c’hartennoù-post, an aerskridoù, ar bandennoù paper evit kas kazetennoù, hag all, a zo warno un timbr moullet gant ur velestradurezh, pe un enskrivadur bennak a embann e oa bet paeet an taos.

Ken kozh hag an timbroù eo seurt paperachoù : ijinet er Rouantelezh-Unanet e 1841 ez eo ur stumm nevez eus ar paper-timbr a veze implijet abaoe ar XVIIvet kantved. Danvez dastumadennoù int evel an timbroù.