Paper privezioù

Eus Wikipedia
Paper privezioù roz
Paper privezioù gant traoù moullet warnañ

Ar paper privezioù[1], lesanvet paper-revr, zo paper a zo graet evit naetaat ar revr goude kac'hat, pe beg ar c'han-troazh goude staotat.

Ijinet e voe gant ar Sinaiz d'an eil kantved kt JK[2].

Trizek kilogramm a baper privezioù a yafe gant pep den en Europa bep bloaz(Daveoù a vank), 270 000 gwezenn a yafe bemdez (Daveoù a vank) da fardañ seurt paper war-zigarez degas naetadurezh d'al lodennoùigoù-se eus ar c'horf.

Ober a reer ivez gant paper adimplijet e-lec'h diskar gwez.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ofis Publik ar Brezhoneg ; Geriadur Ménard p. 1327 / TOILETTES.
  2. J. Needham, {{{2}}}, Volume 5, Part 1 : {{{2}}}, 1986, p. 122, 123