Mont d’an endalc’had

Panzerschrek

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Panzerfaust.
Raketenpanzerbüchse 54
Panzerschrek


Ur soudard alaman gantañ ur Panzerschrek (1944)
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Doare Banner-roketennoù eneptank
Kalibr 88 mm
Mare implij 1943–1945
Perzhioù teknikel
(stumm RPzB 54)
Mas (hep roketenn) 11 kg
Hirder 1640 mm

Hed-tenn efedus 150 m
Tizh o vont e-maez 110 m/s
Adstummoù RPzB 43
RPzB 54
RPzB 54/1

Ar Raketenpanzerbüchse 54 ("Fuzuilh eneptank gant roketennoù 54"), berraet e RPzB 54, ha lesanvet alies Panzerschrek ("Spont an tankoù") zo ur banner-roketennoù eneptank implijet gant armeoù an Trede Reich hag e gevredidi e dibenn an Eil Brezel-bed.

E deroù an Eil Brezel-bed e oa pourveziet an unvezioù alaman gant armoù eneptank diamzeriet : ar fuzuilhoù evel ar Panzerbüsche 39 ne oant ket efedus a-walc'h evit toullañ an hobregonoù a oa tevoc'h-tevañ, ha re bonner e oa ar c'hanolioù evel ar 5-cm-Pak 38 pe 3,7-cm-Pak 36 evit bezañ diblaset hag implijet buan[1].

E miz Du 1942, an Alamaned a sezisas ur banner-roketennoù M1 stadunanat goude emgannoù e Tunizia, ha divizet e voe sevel un arm adimplijus heñvel evit dafariñ ar Wehrmacht. Un nebeud kemmoù a voe degaset, ha brasaet e voe e galibr betek 88 mm evit gellet implijout ennañ bannadelloù an 8.8 cm Raketenwerfer 43[1]. Ober a rae ar Panzerschreck gant ar memes sistem entanañ dre-dan hag ar Bazooka stadunanat[2].

Ne oa skoed ebet war ar skouerennoù kentañ produet adalek miz Gwengolo 1943, anvet RPzB 43, ha rankout a rae an dennerien bezañ gwarezet gant dilhad ispisial hag ur maskl evit chom hep bezañ devet gant ar gazoù produet goude an tenn, war-hed an daou pe dri metr kentañ red ar roketenn[2]. Ur skoed a voe ouzphennet neuze evit aesaat implij an arm, a voe anvet RPzB 54. 150 metr e oa e hed-tenn efedus[1]. Un adstumm berroc'h anvet RPzB 54/1 a voe produet e dibenn ar brezel, dezhañ un hed-tenn gwellaet (180 metr).

War-dro 310.000 Panzerschrek ha 2,2 milion a roketennoù evite a voe produet betek dibenn ar brezel e miz Mae 1945[1]. Efedus e oa an arm a-enep ar braz eus karbedoù hobregonet ar Gevredidi, pa c'halle toullañ betek 20 cm hobregon.

  1. 1 2 3 4 (fr) Maître Luger, RPzB 54 « Panzerschreck » – Le bazooka Allemand, Theatrum Belli, 30/01/2022 (lennet d'an 13/08/2025)
  2. 1 2 (fr) Les lance-roquettes, fichenn Mirdi an Arme (Pariz), pellgarget d'an 13/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan