Panzerkampfwagen II
| Panzerkampfwagen II | |
|---|---|
Ur Panzer II C e Mirdi ar C'hirri houarnet e Saumur (Bro-C'hall). | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Tank skañv |
| Akipaj | 3 den |
| Armadur | Ur c'hanol 2 cm KwK 30 pe 2 cm KwK 38 Ur vindrailherez MG 34 e 7,92 mm |
| Mare servij | 1936 - 1943 (Wehrmacht) |
| Produer | MAN |
| Niver produet | 1 856 |
| Adstummoù | Ausf. A betek F Panzerkampfwagen II Ausführung L (Luchs) |
| Perzhioù teknikel (stumm C) | |
| Mas | 8,9 tonenn |
| Hirder | 4,81 m |
| Ledander | 2,22 m |
| Uhelder | 1,99 m |
| Hobregon | 10 mm da nebeutañ ; 30 mm d'ar muiañ (stummoù A, B, C) ; etre 14,5 ha 35 mm (stumm F) |
| Galloud | 130 MN |
| Tizh war an hent | 40 km/h |
| Autonomie | 192 km |
| Treuziñ ur skoilh a-blom | 0,43 m |
| Treuziñ un toull | 1,72 m |
| Diribin | 50 % |
Ar Panzerkampfwagen II Sd. Kfz. 121, berraet e PzKpf. II pe Panzer II, zo un tank skañv produet gant an embregerezh alaman MAN. Ijinet e voe e 1934-1936, ha produet e voe 1 856 skouerenn anezhañ etre 1936 ha 1943. Implijet e voe e deroù an Eil Brezel-bed dreist-holl.
Deskrivadur hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 den a oa en e ekipaj. Pourveziet e oa gant ur c'hanol 2 cm KwK 30 pe 2 cm KwK 38, ha gant ur vindrailherez MG 34. C'hwec'h adstumm anezhañ a voe (eus A betek F), pa voe klasket, e-mesk elfennoù all, tevaat e hobregon a-feur ma pade ar brezel[1].
Ur 1 000 skouerenn bennak a oa bet pourveziet d'ar Wehrmacht da vare aloubadeg Polonia e 1939, ha chom a reas tank nesañ ar rannarmeoù alaman e-pad hanterenn gentañ ar brezel en Europa. E 1940-1941 e krogas da vezañ diwar-lerc'h e keñver tankoù enebourien an Trede Reich, ha 860 skouerenn a oa oberiant c'hoazh e miz Ebrel 1942. Paouezet e voe e broduerezh e deroù 1943. Ar re a chome a voe tennet diouzh ar servij hag adimplijet o diaz evit ober karbedoù all[1].
Un adstumm diwezhañ, anvet Panzerkampfwagen II Ausführung L ("Luchs", liñs), dezhañ ur rol diarogiñ, a voe produet etre miz Gwengolo 1942 ha miz Genver 1944[2].
- Ur Panzer II e emgann Bro-C'hall (miz Mae 1940). Ur Panzer I a weler a-dreñv, er c'hoad.
- Ur Panzer II en Unaniezh Soviedel e miz Even 1941, e deroù an oberiadur Barbarossa.
- Ur Panzer II Flamm, tennet e ganol ha lakaet ur strinker-tan en e blas (1940 pe 1941).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, ISBN 2-87628-896-6, pp. 36-37
- ↑ (fr) Panzer II Luchs, Musée des Blindés Saumur (lennet d'an 19/03/2026)