Mont d’an endalc’had

Panzerbüchse 39

Eus Wikipedia
Panzerbüchse 39


Ur fuzuilh Panzerbüchse 39 implijet gant ur soudard alaman e norzh Frañs, e 1942.
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Doare Fuzuilh eneptank un-tenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh doare falling block
Munisionoù 7,92 × 94 mm
Bloavezh ijinañ 1939
Produer Gustloff Werke
Mare produiñ 1940 - 1941
Niver produet 39.232
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 12,6 kg
Hirder 1.620 mm
Hirder (lamm pleget) 1.280 mm
Hirder ar c'hanol 1.085 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus 300 m (evit treuziñ 25 mm hobregon)
Tizh mont e-maez ar boledoù 1.210 m/s
Lusk-tennañ 10 tenn/mn (lusk pleustrek, hervez an tenner
Endalc'h Karger ebet ; div voestad 5 kartouchenn staget ouzh an arm, tost ouzh dorn an tenner.
Lezenn
Rummad e Bro C'hall ?

Ar Panzerbüchse 39, berraet en PzB 39 (alamaneg : "fuzuilh chaseal tankoù doare 39"), a oa ur fuzuilh eneptank alaman implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kambret e oa evit kartouchennoù 7,92 × 94 mm. Un doare gwellaet e oa eus ar fuzuilh Panzerbüchse 38 (PzB 38)[1].

Orin : Mauser Tangewehr ha PzB 38

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fuzuilhoù eneptank alaman a oa bet krouet e 1917 gant ar Mauser Tankgewehr M1918, ar c'hentañ fuzuilh eneptank en istor. Kambret e oa e 13,2 × 92 mm SR. Krouet e oa bet evel diskoulm d'an tankoù ponner saoz kentañ erruet war an dachenn emgann war talbenn kornôg ar brezel-bed. Ur fuzuilh un-tenn e oa. Ne oa ket bet implijet kement-se ; tro 15.800 skouerenn a voe savet.

An nazied a adlañsas studiadennoù war armoù a seurt-se er bloavezhioù 1930, pa gemerjont ar galloud. Adalek 1938 e voe produet gant Rheinmetall ar fuzuilh Panzerbüchse 38, un arm un-tenn kambret e 7,92 mm, ur c'halibr bihanoc'h evit hini an armoù eneptank alaman kent. Ponner e oa (16,2 kg). Ur sistem morailhañ falling block a oa dezhi. Koustus e oa, ha darvoudoù-tennañ a c'hoarvezas. Etre 1.600 ha 2.000 anezhe hepken a voe produet betek 1939, pa voz divizet degas kemmañ d'an arm[1][2].

E 1939 e voe kinniget ur stumm skañvoc'h (12,6 kg e-lec'h 16,2 kg), anvet PzB 39. Div voestad 5 kartouchenn a voe ouzhpennet ouzh ar fuzuilh, tost ouzh dorn an tenner, evit ma c'hallje tapout munisionoù nevez buanoc'h goude an tenn. Ul lamm plegus he doa. 39.232 skouerenn a voe produet[1] etre miz Meurzh 1940 ha miz Du 1941. Adalek 1942, ar braz eus skouerennoù an arm a voe troc'het o c'hanol ha treuzfurmet e banneroù-greunadennoù. Anvet e voent neuze Granatbüchse Modell 39 (GrB 39)[2]. Implijet e voent betek dibenn ar brezel en Europa en nevezamzer 1945. Ar skouerennoù orin eus ar PzB 39 zo pezhioù ral, priziet gant an dastumerien[3].

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) The German PzB 38/39 (Panzerbuchse), Antitank (lennet d'an 21/09/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, PzB.38 PzB.39, Modern Firearms (lennet d'an 21/09/2025)
  3. (en) German Pz.B.39 Single Shot Anti-Tank Rifle, Rock Island Auction Company, 04/12/2021 (lennet d'an 21/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan