Panzerkampfwagen I
| Panzerkampfwagen I | |
|---|---|
Ur Panzer I war ziskouez en Deutsches Panzermuseum e Munster (Alamagn). | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Tank skañv |
| Akipaj | 2 zen |
| Armadur | Div vindrailherez MG 13, ha MG 34 war-lerc'h, e 7,92 mm |
| Mare servij | 1934 - 1945 (Wehrmacht) |
| Produer | Henschel MAN Krupp Daimler |
| Mare produiñ | 1934-1936 1942 (stumm F) |
| Niver produet | Ouzhpenn 2 000 |
| Adstummoù | Ausf. A, B ha F |
| Perzhioù teknikel (stumm C) | |
| Mas | 5,4 tonenn |
| Hirder | 4,03 m |
| Ledander | 2,05 m |
| Uhelder | 1,72 m |
| Hobregon | Etre 7 ha 13 mm |
| Galloud | 60 MN |
| Tizh war an hent | 27 km/h |
| Autonomie | 200 km |
| Treuziñ ur skoilh a-blom | 0,335 m |
| Treuziñ un toull | 1,40 m |
| Diribin | 58 % |
Ar Panzerkampfwagen I Sd. Kfz. 101, berraet e PzKpf. I pe Panzer I, zo un tank skañv bet produet en Alamagn etre 1934 ha 1936.
Soñjet e oa bet adalek 1932 evit gourdoniñ an akipajoù tank nevez, pa oa Alamagn o kregiñ da adsevel he arme goude ar Brezel-bed Kentañ ha feur-emglev Versailhez. Abalamour da se e oa savet warnañ div vindrailherez MG 13 hepken, ha div MG 34 en o flas war-lerc’h. Diskouezet e voe kalzik e dibunadegoù an Nazied er bloavezhioù 1930 evel ostilh propaganda. Implijet e voe evit ar wech kentañ e-pad Brezel Spagn, hag e deroù an Eil Brezel-bed, met buan e tiskouezas bezañ re dreut e armamant hag e hobregon a-enep tankoù enebourien an Trede Reich. E 1942 e voe tennet diouzh an talbenn hag adimplijet evel tank gourdoniñ.
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri stumm eus ar Panzer I a voe graet : an hini kentañ (A) a oa re wan e geflusker Krupp. Buan a-walc'h e voe cheñchet anezhañ, ha ranket e voe hiraat kastell-karr an tank evit en ober, ha kemmañ e zistroñserezh. Skingomzerioù a voe staliet ivez. Ouzhpenn 2 000 skouerenn eus ar stumm-mañ, anvet B, a voe produet. Un 200 tank komandamant bennak a voe graet e 1936-1938 diwar ar Panzer I ivez. Difiñv e oa o zouribell, ha ledanoc'h, evit degemer un akipaj tri den. Daou skingomzer a oa e-bourzh, hag ur vindrailherez hepken[1][2].
Ur stumm diwezhañ hobregonet-kenañ, anvet F, a voe produet 30 skouerenn anezhañ e 1942. E roll e oa souten an droadegiezh[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, ISBN 2-87628-896-6, pp. 32-35
- ↑ (en) Panzer I Command Tank, The Tank Museum (lennet d'an 23/03/2026)
- ↑ (fr) DUBOIS Emmanuel, Panzer I mod. F, Seconde Guerre (lennet d'an 22/03/2026)