Mont d’an endalc’had

Pandemiezh

Eus Wikipedia
pandemiezh
Iskevrennad eusepidemic, systemic risk, riskl diavaez Kemmañ
Handled, mitigated, or managed bypandemic prevention Kemmañ
E penn-kentañ bedreuziad COVID-19, palezioù ar c'hendalc'hioù (skeudennet amañ) a oa bet gwelet evel lec'hioù mat da zegemer ospitalioù da c'hortoz, dre ma oant dafaret dija (tredan, dour, privezhioù).[1] Letioù ha kouskvaioù a oa bet gwelet ivez evel lec'hioù mat da zegemer klañvidi.[1]

Bedreuziad[2], pe pandemiezh[3] a vez graet eus ur c'hleñved-red hag a dap muioc'h-mui a dud en un doare prim hag a red war tachennoù ledan, da skouer war meur a gevandir pe dre ar bed. Poreet e vez un niver bras a dud eus ur boblañs pa vez kaoz eus ur bedreuziad. Ne vez ket graet bedreuziad eus kleñvedoù endemek gant un niver a glañvidi stabil evel distroioù bloaziek ar grip dre ma vez tizhet rannvroioù ledan eus ar bed muioc'h evit na vefe eus ur c'hleñved-red o redek dre ar bed-holl.

E-kerzh istor an denelezh ez eus bet bedreuziadoù lies evel ar vrec'h. Ar Vosenn Zu, degaset gant ar Vosenn, a oa bet marvus betek lazhañ an hanter eus poblañs Europa er XIVvet kantved[4][5][6][7]. D'ar mare-se ne veze ket graet gant an droienn pandemiezh. Diwezhatoc'h eo bet implijet ar ger-se, evel e 1918 gant ar bedreuziad anvet grip spagnol hag a chom ar bedreuziad marvusañ en istor Mab-den[8][9][10]. Ar bedreuziadoù nevesañ eo hini ar SIDA[11][12], ar Grip A ha bedreuziad COVID-19. Darn eus ar c'hleñvedoù-se a gendalc'h e-touez an denelezh met gant dilec'hioù kalz izeloc'h evit na oa bet.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 "Army Corps sees convention centers as good option to build temporary hospitals", Federal News Network (27 March 2020). 
  2. Geriadur Ménard, 2020, p. 959-b.
  3. TermOfis.
  4. "Black death 'discriminated' between victims (ABC News in Science)", Australian Broadcasting Corporation (29 January 2008). 
  5. "Black Death's Gene Code Cracked". Wired. 3 October 2001. Archived from the original on 26 April 2015. Retrieved 12 February 2015.
  6. "Health: De-coding the Black Death", BBC (3 October 2001). 
  7. (September 2005) "A plague upon the phagocytes". Nature Medicine 11 (9): 927–928. DOI:10.1038/nm0905-927
  8. 1918 Pandemics (H1N1 virus). Centers for Disease Control and Prevention. Retrieved 18 April 2020.
  9. "History's deadliest pandemics, from ancient Rome to modern America" (7 April 2020). 
  10. Weekly Virological Update on 05 August 2010 (5 August 2010).
  11. Most medical sources, including the WHO, do not refer to HIV/AIDS as a pandemic; those that do refer to it in the past-tense to separate the acute and chronic phases.
  12. (December 2020) "Viral Pandemics of the Last Four Decades: Pathophysiology, Health Impacts and Perspectives". International Journal of Environmental Research and Public Health 17 (24). DOI:10.3390/ijerph17249411