Mont d’an endalc’had

Palle Huld

Eus Wikipedia
Palle Huld war ar Blasenn Ruz e Moskov (1928)

Palle Huld, ganet d'an 2 a viz Eost 1912 e Hellerup (Danmark) ha marvet d'ar 26 a viz Du 2010 e Kopenhagen, a oa ur boy-scout hag un aktour danat.

E miz Meurzh 1928, da bemzek vloaz, e reas Palle Huld tro ar bed e 44 devezh, da-geñver ur genstrivadeg aozet gant ar gazetenn danat Politiken en enor da Jules Verne. Tremen a reas dre ar Rouantelezh-Unanet, Kanada, Japan, Korea, Sina, URSS, Polonia hag Alamagn. Brud a dapas e-lec'h ma 'z eas, ha degemeret e voe gant 20.000 den pa zistroas da gKopenhagen. Un eil beaj a reas un tamm goude, gwisket evel ar boy-scout ma oa ar wech-mañ, ma kejas gant Baden-Powell. Tremen a reas dre Sveden ha Frañs ivez, hag eno e lakaas bleunioù war bez Jules Verne e Amiens. Skrivañ a reas ur romant (Jorden rundt i 44 Dage, "Tro ar bed e 44 devezh") ennañ kontet e veaj. Aktour e voe e filmoù danat etre ar bloavezhioù 1940 ha 1970 dreist-holl[1].

Hervez e awenas Huld an tresour Hergé pa savas tudenn Tintin e 1929[1].

  1. 1 2 (en) FOX Margalit, Palle Huld, Danish Actor Said to Be Model for Tintin, Dies at 98, The New York Times, 05/12/2010 (lennet d'an 20/06/2025)