Mont d’an endalc’had

Palio di Siena

Eus Wikipedia
Loc'hañ palio miz Gouere e 2007.

Ar Palio di Siena zo ur redadeg kezeg hag a c'hoarvez div wech ar bloaz e Siena (Toscana, Italia), d'an 2 a viz Gouere (Palio di Provenzano), ha d'ar 16 a viz Eost (Palio dell'Assunta). Enebiñ a ra seitek distrig (contrade) ar gêr. Rankout a ra ar c'hezeg ober teir gwech tro ar Piazza del Campo, plasenn greiz Sienna. Al loen-kezeg kentañ oc'h erruiñ a ya ar maout gantañ, ne vern e chomfe ur marc'heger war e gein pe get. Palio Sienna eo hini brudetañ ar palii italian. Redet e voe e 1633 evit ar wech kentañ[1].

  1. (it) CHE COSA E' IL PALIO DI SIENA, Il Palio (lennet d'ar 14/07/2025)