Mont d’an endalc’had

Paled (gwispidenn)

Eus Wikipedia
Paled (gwispidenn)
Iskevrennad euspalet Kemmañ
Anvet diwarpalet Kemmañ
Bro orinBreizh Kemmañ
Ur pennad Paled zo ivez.

Ar paledoù[1] zo gwispid eus Breizh bet ijinet e Pont-Aven. O zoaz sablek zo graet gant amann sall, bleud, melen-vi ha sukr[2].

Kar int d'ar galetez, d'ar gwestell giz Breizh ha d'ar gwestell-amann. Tro 1,5 sm tevder zo dezho, ha 20% a amann zo enno ent-keitat.

Krouet e voent e 1920 gant Alexis Le Villain, baraer e Pont-Aven e Bro-Gerne[3],[4],[5],[6],[7]. Awenet e voe gant ar berzh a rae ar c'houignoù sablek hag ar galetez giz Breizh. Tennet eo bet o anv eus c'hoari ar paledoù war wenn peogwir emañ elfennoù metalek ar re-se e stumm ar gwispid-se[8],[9].Gwerzhet int bet dindan ar merk Traou Mad gant berzh betek an deiz a hiziv[10],[11],[12], ha war lerc'h ar wispiderezh-mañ gant kalz gwispiderezhioù all eus Breizh, en o zouez ar Wispiderezh Sant-Mikael hollvrudet lañset gantañ ar paled Roudor adalek 1979[13].

Label kalite

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marilhet ez eus bet un teul evit kaout ul lec'h orin gwarezet (LOG/IGP) evit ar galetez hag ar paledoù giz Breizh e 2012[14].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. TermOfis
  2. Palets bretons e www.tourismebretagne.com
  3. Biscuiterie Traou Mad e www.deconcarneauapontaven.com
  4. Le palet breton e www.cuisinealouest.com
  5. Histoire de la pâtisserie... Le palet breton e www.ledessertdabord.fr
  6. Traou Mad a 100 ans : découvrez l'histoire du célèbre palet de Pont-Aven e www.actu.fr
  7. Galette Traou Mad e la-bretagne.com
  8. Le palet breton - Bretagne e www.keldelice.com
  9. Galettes et palets bretons e www.joursheureux.fr
  10. Palets de Pont-Aven Traou Mad e www.biscuiterie-loc-maria.fr
  11. Traou Mad à Pont-Aven e www.toutcommenceenfinistere.com
  12. Pourquoi Galapagos a croqué la galette Traou Mad e www.lemonde.fr
  13. Dès 1905, les galettes embaument Saint-Michel e ouest-france.fr, 16 a viz Gouere 2016.
  14. Les biscuits bretons en quête de protection e www.20minutes.fr

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.