Paddington (film)

Paddington zo ur gomedienn c'hall ha breizhveuriat sevenet gant Paul King, hag a vod tresadennoù-bev ha bevaat, embannet e 2014. Un azasaat eo eus troioù-kaer Paddington Bear, skrivet adalek 1958 da 2012 gant an aozer saoz Michael Bond.
Advouezhiet eo bet ar film e brezhoneg e 2016 gant ar gevredigezh Dizale. Skignet evit ar wech kentañ er sinema[1] ha war-lerc'h war Brezhoweb[2] e 2018 ha bremañ eo skignet diwar c'houlenn war BreizhVOD.[3]
Sinopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a ra ar film gant un ergerzher eus ar bloavezhioù 1960 oc'h ergerzhout koadoù bras Perou hag o tizoloiñ ur spesad arzhed gell nevez. Dont a ra da vezañ mignon d'ur c'houblad arzhed, anvet Pastuzo ha Lucy, ha deskiñ a ra dezho penaos fardañ marmeladenn. Bloavezhioù goude, Pastuzo ha Lucy a zo o vevañ ur vuhez laouen gant o niz. E-pad ur c'hren-douar e kouezh ur wezenn war Pastuzo hag e flastr anezhañ. Lucy hag he niz a ya dre ar c'hoad betek ar porzh. Eno e chom an arzh bihan war ul lestr-karg hag a gas anezhañ da Londrez. Chom a ra e vamm-gozh e Perou hag en em staliañ a ra en un ti-retred evit an arzhed ma vo en surentezh. Erruout a ra ar c'hi bihan e ti-gar Paddington ha degemeret eo gant ar familh Brown (evit un nozvezh hepken sanset) hag a anv anezhañ neuze "Paddington".

Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titl orin : Paddington
- Seveniñ : Paul King
- Senario : Paul King ha Hamish McColl, diwar an dudenn savet gant Michael Bond
- Sonerezh : Nick Urata
- Kinkladurioù : Gary Williamson
- Dilhad : Lindy Hemming
- Luc'hskeudenniñ : Erik Wilson
- Frammañ : Mark Everson
- Produiñ : David Heyman
- Produiñ pennañ : Bob Weinstein, Harvey Weinstein, Rosie Alison, Jeffery Clifford, Olivier Courson, Alexandra Ferguson ha Ron Halpern
- Embregerezh produiñ : Heyday Films, Studiocanal ha DHX Media
- Embregerezhioù skignañ : Studiocanal (Bro-C'hall), The Weinstein Company (Stadoù-Unanet)
- Budjed : 55 000 000 $ (istimet)
- Bro ar produiñ :
Frañs, Rouantelezh-Unanet - Yezh orin : saozneg
- Doare : fent hag avantur
- Padelezh : 95 munutenn
- Deiziadoù embann :
- Rouantelezh-Unanet : 23 a viz Du 2014 (kentañ skignadenn e Londrez) ; 28 a viz Du 2014[4]
- Bro-C'hall : 3 a viz Kerzu 2014
- Stadoù-Unanet : 16 a viz Genver 2015
Aktourien[5]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ben Whishaw (Stumm Brezhonek : Tangi Simon) : Paddington (mouezh)
- Hugh Bonneville (SB : Yann-Herle Gourves) : Aotrou Brown
- Sally Hawkins (SB : Nolwenn Korbell) : Itron Brown
- Nicole Kidman (SB : Tifenn Linéatte) : Millicent Clyde, merc'h Montgomery Clyde
- Lottie Steer : Millicent bugel
- Samuel Joslin (SB : Marion Gwenn) : Jonathan Brown
- Madeleine Harris (SB : Mai Lincoln) : Judy Brown
- Imelda Staunton (SB : Jisel ar Gurudeg) : Moereb Lucy (mouezh)
- Michael Gambon (SB : Jil Penneg) : Tonton Pastuzo (mouezh)
- Peter Capaldi (SB : Tony Foricheur) : M. Curry, an amezeg
- Julie Walters (SB : Aziliz Bourges) : Itron Bird
- Jim Broadbent (SB : Jakez André) : M. Gruber
- Tim Downie (SB : Tangi Merien) : Montgomery Clyde, an ergerzher
- Simon Farnaby (SB : Yann-Herle Gourves) : Barry ar gward-surentezh
- Matt Lucas (SB : Tangi Merien) : Joe, ar blenier taksi
- Iain Mitchell (SB : Jil Penneg) : Perc'henn ar c'hi
- Geoffrey Palmer (SB : Yann-Herle Gourves) : ar penndouaroniour
- Rufus Jones (SB : Leo Gwilherm) : an trede douaroniour
Stumm brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Embregerezh advouezhiañ : Dizale
- Renerezh arzel : Laors Skavenneg
- Azasaat : Nolwenn Guignard
- Diweuzhiañ : Arno Vannier
- Enrollañ & kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.letelegramme.fr/finistere/douarnenez-29100/dispar-amzer-paddington-en-breton-cet-apres-midi-2882223.php
- ↑ https://www.brezhoweb.bzh/Paddington_fiche_2287.html
- ↑ https://www.breizhvod.com/en/videos/comedy-en/paddington/?mobile-app=true&theme=false%29
- ↑ (en) « Release Info » war IMDb.
- ↑ https://dubdb.fandom.com/wiki/Paddington_(Breton)