Pachycare flavogriseum
Neuz
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Acanthizidae | ||
Genad : | Pachycare | ||
Anv skiantel | |||
Pachycare flavogriseum (Meyer, 1874) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Pachycare flavogriseum[1] a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad an Acanthizidae.
Anvet e voe Pachycephala flavogrisea (kentanv) da gentañ-penn (e 1874) gant ar paleontologiour alaman Hermann von Meyer (1801-1869) : ar spesad nemetañ er genad Pachycare[2] an hini eo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned ha kevnid dreist-holl.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad emañ brosezat ar pevar isspesad anezhañ[3] e Ginea Nevez :
- Pachycare flavogriseum flavogriseum, er c'hornôg (menezioù Vogelkop ha Wandammen),
- Pachycare flavogriseum randi, en aradennad-venezioù Sudirman, e takad stêr Idenburg,
- Pachycare flavogriseum subaurantium, e menezioù kreiz Ginea Nevez,
- Pachycare flavogriseum subpallidum, er gevred (menezioù Herzog ha Saruwaged).
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renket e voe ar spesad e kerentiadoù all — Pachycephalidae ha Petroicidae — a-raok na voe embannet labourioù skiantel e 2009[4] hag e lakaas e hini an Acanthizidae da vat.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pachycare flavogriseum war al lec'hienn BirdLife International.
- Pachycare flavogriseum war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Gould, 1876.
- ↑ Pachycare flavogriseum war al lec'hienn Avibase.
- ↑ Janette A. Norman, Walter E. Boles ha Les Christidis, Relationships of the New Guinean songbird genera Amalocichla and Pachycare based on mitochondrial and nuclear DNA sequences, Journal of Avian Biology, miz Du 2009, 40(6), pajennoù 640–645.