PTRS-41
| PTRS-41 | |
|---|---|
Ur fuzuilh PTRS-41 en ur mirdi e Smolensk. | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh enepdafar damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata, dre amprest gazoù, piston berr e red |
| Munision | 14,5 × 114 mm |
| Mare ijinañ | 1941 |
| Mare produiñ | 1941–1945 |
| Mare servij | Abaoe 1941 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 21 kg |
| Hirder | 2 011 mm |
| Hirder ar c'hanol | 1 220 mm |
| Hed-tenn efedus | 800 m (a-enep karbedoù hobregonet) |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 1 500 m |
| Tizh ar boledoù V0 | 1 013 m/s |
| Endalc'h | Karger diabarzh pourveziet dre glipoù 5 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar PTRS-41 (e rusianeg, en ur mod ofisiel : Противотанковое самозарядное ружьё образца 1941 года системы Симонова, Arm eneptank damaotomatek stumm 1941, sistem Simonov) zo ur fuzuilh damaotomatek eneptank soviedat savet e 1941 gant Sergey Simonov.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Even 1941 e voe souezhet an Arme Ruz gant deroù an oberiadur Barbarossa. Izel e oa ar c'hementad fuzuilhoù eneptank etre daouarn he soudarded. En o zouez e oa ar PTR-39, re luziet da implijout war an dachenn. Stalin a roas urzh e miz Gouere da sevel armoù enepdafar nevez. Daou armeurer brudet, Vasiliy Degtyaryov ha Sergey Simonov, a voe karget d'en ober, en ur implijout ar munision 14,5 × 114 mm bet krouet e 1939[1].

Dindan 22 zevezh, Degtyaryov a ginnigas ur fuzuilh tennata dre zorn, hag a voe dibabet gant armeoù URSS dindan an anv PTRD-41. Simonov a adimplijas ur c'hentpatrom fuzuilh damaotomatek ijinet gantañ e dibenn ar bloavezhioù 1930. Brasaat a reas anezhi evit ma c'hallje anduriñ redioù ar munision 14,5 × 114 mm, hag ouzhpennañ a reas dezhi ur sistem kargañ dre glipoù pemp kartouchenn awenet gant hini ar Garand stadunanat. An draen a oa kenempret dre an traoñ, un dra divoutin evit un arm-tan. Un dornell a oa stag ouzh boest he c'hulasenn evit dougen anezhi aesoc'h[2]. E-pad an amprouennoù kaset gant an arme e tennas ouzhpenn 1 000 kartouchenn hep chom boud. Dibabet e voe evit ar servij dindan an anv PTRS-41 er memes deiziad hag ar PTRD-41, d'an 29 a viz Eost 1941[1].
Produerezh ar PTRS-41, luzietoc'h evit hini ar PTRD[3], a voe fiziet e arsanailh Toula. Paouez a reas abalamour da araokadennoù an arme alaman a-raok adkregiñ en un uzin nevez e Saratov. Diouzhtu adalek an diskar-amzer 1941 e tiskouezas ar PTRS-41 e oa efedus betek 400 metr war an tachennoù-emgann. War-hed 100 metr e c'halle toullañ 40 cm dir zoken, peadra da dreuziñ hobregon touribell forzh peseurt tank alaman d'ar mare-se. Daou zen a ranke ober war he zro abalamour d'he fouez ha d'he hirder (21 kg hag un tamm ouzhpenn daou vetr). 77 skouerenn eus ar PTRS a voe produet e 1941, ha 63 308 e 1942. Kalz anezhe a voe implijet e emgann Stalingrad[1].
E 1943 e oa bet rannet dre zaou an amzer ret evit ober ur fuzuilh. Adalek ar bloavezh-se e voe pourveziet pep rejimant eus an Arme ruz gant 54 fuzuilh eneptank, ar pezh a gorde gant he doktrin. Met diamzeriet e teuas an armoù-mañ da vezañ tamm-ha-tamm abalamour da hobregon tevoc'h-tevañ an tankoù alaman. Goude an Eil Brezel-bed e voent implijet gant arme Norzhkorea e-pad Brezel Korea[2], ha gant Arme Dieubidigezh Pobl Sina.
Fuzuilhoù PTRS-41 zo bet gwelet e deroù brezel Ukraina etre daouarn disrannerien an Donbas[3][4].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet e vez an arm en un nebeud filmoù, soviedel pe rusian evit ar braz anezhe. Implijout anezhañ a c'haller e kalzig c'hoarioù video, evel e reoù eus ar rummad Call of Duty, e Enlisted hag e Hell Let Loose. Divontañ ar PTRS a c'haller ober e World of Guns: Gun Disassembly[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) David Naumovich Bolotin, Soviet small-arms and ammunition, Finnish Arms Museum Foundation, 1995, ISBN 978-9519718415
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha 1,2 (fr) LAMOTHE Arnaud, Le fusil antichar PTRS-41 de calibre 14,5×114 mm, LAI Publications, 10/04/2023 (lennet d'ar 04/03/2026)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (en) POPENKER Maxim, Simonov PTRS, Modern Firearms (lennet d'ar 04/03/2026)
- ↑ 3,0 ha 3,1 (en) PTRS 41: The Soviet Semiauto Antitank Rifle (aka an SKS on Steroids), Forgotten Weapons, 14/12/2022 (lennet d'ar 04/03/2026)
- ↑ (en) PTRS-41 and PTRD-41 rifles in action at the conflict in Ukraine, Soviet Armorer, 13/10/2014 (lennet d'ar 04/03/2026)
- ↑ (en) PTRS-41, IMFDB (lennet d'ar 04/03/2026)
| ||||||||||||||||||||||||||