Mont d’an endalc’had

PSS (pistolenn)

Eus Wikipedia
Pistolenn PSS


Ur bistolenn PSS
Kinnig
Bro URSS
Doare Pistolenn damaotomatek, daou-ober
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù 7,62 × 42 mm SP-4
Mare implij Abaoe 1983 e unvezioù milourel soviedel, hag e reoù Rusia war-lerc'h
Meneger GRAU 6-P-28
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,700 kg
Mas (karget) 0,850 kg
Hirder 165 mm
Hirder ar c'hanol 35 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus 25 m
Hed-tenn d'ar muiañ 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 200 m/s
Endalc'h Karger fiñv 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar PSS (rusianeg : ПСС, Пистолет Специальный Самозарядный, Pistolet Spezialni Samosarjadni, «Pistolenn Ispisial Aotomatek»), anvet ivez Vul, zo ur bistolenn damaotomatek daou-ober, ijinet en URSS e dibenn ar bloavezhioù 1980 evit izili ar c'hKGB ha soudarded zo eus ar Spetsnaz hag eus an nerzhioù armet soviedel. Lakaet e voe e servij war-dro 1983[1].

Pazennoù tennañ ur gartouchenn gant ar PSS. Ur stouf (e gwer) kaset asambles gant ar boled (e orañjez) a vir gazoù an darzhadenn (e ruz) da vont e-maez pa chom stanket gant kolier an douilhez e dibenn e red.

Ur sistem tennata dre argil hag ur c'harger c'hwec'h tenn zo ganti. Dibar eo he mont en-dro, pa voe savet an arm evit bezañ didrouz penn-da-benn, a-drugarez d'e gartouchennoù 7,62 × 42 mm SP-4 ha d'e sistem piston a vir gazoù tarzhadenn an tenn e diabarzh an arm. Efedus eo ar boled betek 25 metr[2]. Perzh fall an arm eo e strink douilhezioù aes da anavezout, ar pezh a c'hall bezañ kudennek evit servijoù kuzh. Ar peurrest eus gwikefre ar PSS zo diazezet war ar Makarov[1].

Un eil stumm (PSS-2), kambret evit ur munision primoc'h (300 m/s e-lec'h 200 m/s) ha lakaet e servij adalek 2011, a vez implijet gant an FSB hag ar Spetsnaz. Ur reilh Picatinny zo dindani[3].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar PSS a c'haller implijout en un dornad c'hoarioù video evel World of Guns: Gun Disassembly[4].

  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, The PSS silent special pistol (USSR/Russia), Modern Firearms (lennet d'an 03/09/2025)
  2. (en) DATER Philip H., Beyond Quiet: The Russian PSS Captive Piston Pistol, Small Arms Defense Journal, 19/09/2022 (lennet d'an 03/09/2025)
  3. (en) POPENKER Maxim, PSS-2 silent, Modern Firearms (lennet d'an 03/09/2025)
  4. (en) PSS Silent Pistol, IMFDB (lennet d'an 03/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan