PPS (pistolenn-vindrailher)
| PPS-42 PPS-43 | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher PPS-43 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munision | 7,62 × 25 mm Tokarev |
| Mare produiñ | 1943–1946 |
| Perzhioù teknikel PPS-43 | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,04 kg |
| Hirder (lamm pleget) | 620 mm |
| Hirder (lamm dibleget) | 815 mm |
| Hirder ar c'hanol | 243 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 100 m - 150 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 500 m/s |
| Lusk-tennañ | 500 - 600 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv krom 35 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar PPS (rusianeg: ППС – "Пистолет-пулемёт Судаева", Pistolet-pulemyot Sudayeva, brezhoneg : Pistolenn-vindrailher Soudayev) a zo ur rummad pistolennoù-mindrailher dezhe ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Produet eo bet en URSS e 1942 (evit e stumm PPS-42) hag etre 1943 ha 1946 evit e stumm PPS-43. Implijet eo bet da vare an Eil Brezel-bed dreist-holl.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar PPS a oa bet savet war ar prim e 1942 diwar c'houlenn an Arme Ruz, a glaske ur bistolenn-vindrailher simploc'h da ober ha marc'hadmatoc'h evit ar PPCh-41, hag a c'hallje bezañ poduet e Leningrad gant difennerien ar gêr da vare ar seziz[1]. Pal an arm nevez e oa implijout nebeutoc'h a zanvezioù kentañ. Re hir e oa ar PPCh-41 ivez evit soudarded 'zo, harzlammerien ha bourzhidi karbedoù en o zouez[2]. Stumm kentañ ar PPS-42 ijinet gant Aleksei Soudayev a oa un arm simpl, savet en ur soudañ hag en ur riñvediñ e bezhioù[3]. Un arm aotomatek hepken e oa, o vont en-dro dre ur sistem argil berr. Ul lamm plegus awenet gant hini an MP40 alaman en doa. Nebeut a skouerennoù anezhañ a voe produet, pa voe gwellaet e 1943 evit simplaat c'hoazh ar produiñ.
Ar stumm nevez, anvet PPS-43, a voe berraet e lamm ha lakaet anezhi da vezañ e metal penn-da-benn[1], ha kemmet elfennoù 'zo evel ar surentez, ar c'harger hag ar starderez-veg. Savet e voe plakennoù e zornell e plastek. E gouch a oa reoliet evit 100 metr ha 200 metr. Padus e oa e ganol, pa c'halle tennañ war-dro 20.000 boled. Ur stumm karger 35 kartouchenn en doa hepken. Heñvel a-walc'h e oa ouzh hini ar PPCh-41, met n'halle ket bezañ implijet e-barzh an arm all. Daou vilion a skouerennoù eus ar PPS-43 a voe produet etre 1943 ha 1946[2], evit lod e Leningrad da vare seziz ar gêr.
E dibenn ar brezel e voe profet lod eus ar stokoù PPS a chome da Gorea an Norzh gant Stalin[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur pezh 25 roubl en enor da Aleksey Soudaev ha d'ar PPS-43 zo bet skoet gant Kevredad Rusia adalek 2019[4].