Mont d’an endalc’had

Pŷr

Eus Wikipedia

Pyr pe Pŷr (Porius e latin, Piro a-wechoù e saozneg) a oa un abad brezhon er VIvet kantved hag a oa e penn abati Ynys Bŷr. Lakaet eo bet da sant diwezhatoc'h goude ma ne vije ket bet santel e varv.

Korfata ha lonkañ a veze graet en abati. Ken mezv e oa bet Pŷr un noz, pa oa o vont d'e gell da gousket, ma kouezhas en ur puñs. Mervel a reas e-barzh pe goude bezañ tennet er-maez.

Samzun an hini a gemeras e lec'h, met dilezel a reas e garg, ken heuget e oa gant ar venec'h yaouank na oant ket evit heuliañ ul lezenn strishoc'h eget hini o abad beuzet. Ac'hano eo e vije aet da Vreizh.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou anv-lec'h e Kembre


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000)
  • Farmer, David Hugh. (1978). The Oxford Dictionary of Saints. Oxford: Oxford University Press.