Přemysl an arer

Eus Wikipedia
Skulterez Přemysl ha Libuše e Vyšehrad.

Přemysl (pe Premysl, e tchekeg : Přemysl Oráč, e poloneg : Przemysł Oracz, an daou ster Přemysl an arer) eo an diazezer mojennel riez ar re bPřemyslided o doa renet war Bohemia eus 873 pe a-raok, betek 1306.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn e oa Přemysl eus kêriadenn Stadice, hag ul labourer-douar anezhañ. Sachet en doa warnañ sell Libuše, merc'h Krok, roue Bohemia. Přemysl a euredas gant Libuše a vije bet, hervez an hengoun, diazezerez Praha, diouganet he doa e vije bet el lec'h-se, a oa ur gouelec'h, ur gêr a vije treuzet harzoù ar vro gant he brud hag he gloar.
Tri mab o doa bet Přemysl ha Libuše: Nezamysl, Radobyl ha Liudomir.