Pêr Aragon, kont Alburquerque

Eus Wikipedia

Pêr Aragon, pe Pedro de Aragón e spagnoleg, (Kastilha, 1405 - Naplez, 17 a viz Here 1438) a oa infant Aragon, 4 Kont Alburquerque e Spagn, ha dug Noto, en Italia. Mab e oa da Fernando, roue Aragon ha da Leonor Alburquerque (pe Leonor Urraca Kastilha); o c'hwec'hvet bugel e oa. Ganet e oa a-raok d'e dad bout roue, pa ne oa nemet infant Kastilha c'hoazh.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant emglev Caspe e 1412 e teuas e dad Ferdinando da vout roue Aragon, ha dre se, Pedro hag e vreudeur a zeuas da vout infanted Aragon. Eñ hag e vreur Enrique a oa bet prientet gant o zad da gemer perzh e gouarnamant Kastilha.

Dre ziv wech, en 1424-25 hag en 1435, e c'houarnas besrouantelezh Sikilia gant galloudoù klok, goude ma ne oa ket besroue ent ofisiel[1].

An daou vreur ha daou infant Aragon a varvas er brezel:

  • Pedro, dug Noto, en Italia, da 32 vloaz, o vrezeliñ dirak kêr Naplez,
  • Enrique e Spagn, da 45 bloaz.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Giovanni Evangelista di Blasi: Storia cronologica dei vicerè, luogotenenti, e presidenti del regno di Sicilia, caps. VII y XII.