Péter Magyar
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Hungaria |
| Anv e yezh-vamm an den | Magyar Péter |
| Anv-bihan | Péter |
| Anv-familh | Magyar |
| Deiziad ganedigezh | 16 Meurzh 1981 |
| Lec'h ganedigezh | Budapest |
| Pried | Judit Varga |
| Kar | Pál Erőss, Ferenc Mádl |
| Yezh vamm | hungareg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, hungareg, saozneg |
| Micher | alvokad, stourmer politikel, diplomat, politiker |
| Karg | Member of the European Parliament, penn strollad politikel, deputy party leader, member of the National Assembly of Hungary, Kentañ Ministr Hungaria |
| Bet war ar studi e | Pázmány Péter Katolikus Egyetem, Humboldt-Universität zu Berlin |
| Strollad politikel | Fidesz – Magyar Polgári Szövetség, Tisza party |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2024 European Parliament election in Hungary, 2026 Hungarian parliamentary election |
| Strollad etnek | Hungarians |
| Postel | mailto:peter.magyar@europarl.europa.eu |
Péter Magyar [ˈpeːtɛr ˈmɒɟɒr] zo un alvokad hag ur politikour hungarat bet ganet e Budapest d'ar 16 a viz Meurzh 1981. Da gentañ eo bet ezel eus ar Fidesz, strollad ar c'hentañ ministr Viktor Orbán. E miz C'hwevrer 2024 e kuitaas Péter Magyar ar Fidesz peogwir ne blije ket dezhañ ken ar mod ma veze renet ar vro. E-lec'h krouiñ e strollad-dezhañ e kavas gwelloc'h mont e-barzh unan hag a oa anezhañ dija, Tisza, krouet e 2020. Mont a reas war ar renk evit ar strollad-se en dilennadeg Europa ha dilennet e voe da gannad er Parlamant e Strasbourg. 30% eus ar mouezhioù a yeas gant listenn Tisza, ar sifr uhelañ bet tizhet biskoazh gant ur strollad eus an tu enep abaoe ma oa Viktor Orbán e penn Hungaria. Goude-se e krogas Péter Magyar da brientiñ un dilennadeg all, hini parlamant Hungaria e miz Ebrel 2026, gant e strollad Tisza atav.
Mont a reas an trec'h gant Tisza en dilennadeg. Ha d’an 12 a viz Ebrel 2026 e voe anvet da gentañ minstr Hungaria[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Péter Magyar, l’homme du sérail qui a fait tomber Viktor Orbán en Hongrie. France Info (Ebrel 2026).