Owen gun
| Owen machine carbine | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Owen | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil simpl |
| Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
| Produer | Lysaght’s Works |
| Mare produiñ | 1942-1945 |
| Mare implij | 1942–1971 (Aostralia) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,23 kg |
| Hirder | 813 mm |
| Hirder ar c'hanol | 250 mm |
| Hed-tenn efedus | 123 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 200 m |
| Hed-tenn pleustrek | 700 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv eeun 33 c'hartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An Owen gun, en ur mod ofisiel Owen machine carbine, zo ur bistolenn-vindrailher bet krouet er bloavezhioù 1930 gant ar soudard aostralian Evelyn Owen hag implijet gant arme e vro e bloavezhioù diwezhañ an Eil Brezel-bed.
Perzhioù teknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Owen gun a ya en-dro gant ur wikefre tennata aotomatek dre argil hag ur gulasenn digor. Pourveziet eo gant ur c'harger fiñv eeun 33 c'hartouchenn 9 mm Parabellum lec'hiet a-us d'he c'hanol. An douilhezioù goullo a strink dre un toull dindan an arm, ha gwarezet eo ar gulasenn gant ur golo : an elfennoù-mañ a lak an Owen gun da vezañ harzus ouzh al loustoni ha fiziapl-kenañ[1]. He c'houch zo stouet war gostez kleiz ar c'hanol, evit ma c'hallfe an tenner bukañ daoust d'ar c'harger. Aes eo he c'hanol da zivontañ, evel he lamm[2][3].
Diorroen hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evelyn Owen (1915-1949) a oa soudard e arme Aostralia. Plijet-bras e oa gant an armoù-tan hag o gwikefreoù. Adalek 1930 e fellas dezhañ sevel ur bistolenn-vindrailher simpl ha fiziapl. Ur stumm kentañ eus e arm, kambret e .22 Long Rifle, a ginnigas d'an arme e 1939. Ur c'harger fiñv ront en doa. Dibar e oa kar ar biz-meud eo a ranked implijout evit pouezañ war e zraen[3], ha n'eo ket gant ar biz-yod evel kustum. Abalamour d'an elfenn-mañ ha da wander he c'halibr, ne voe ket asantet ar bistolenn-vindrailher gant an arme. E 1940 e kinnigas Owen un eil stumm, kambret e .32 ACP, dezhañ un draen hegouneloc'h. Kentpatromoù heñvel a savas e 9 mm Parabellum hag e .45 ACP. Ne oa ket dedennet ar pennoù milourel uhel aostralian gant ar pistolennoù-mindrailher, pa soñje dezhe e oant « armoù gangsterien didalvoud d'ar soudarded »[4].
An Thompson M1928A1 stadunanat, pourveziet da bep penn kevrenn aostralian, ne ziskouezas ket bezañ fiziapl en emgannoù er janglenn kentañ gant Aostralianiz e brezel ar Meurvor Habask, pa chome boud he gwikefre alies abalamour d'al loustoni ha d'ar glebor. E 1941 e aozas an arme amprouennoù etre an Thompson, ar Sten hag an Owen. Homañ diwezhañ a ziskouezas bezañ an arm resisañ ha fiziaplañ anezhe.
Tro 45 000[3][5] - 50 000 skouerenn eus an Owen a voe produet gant Lysaght's Works etre 1942 ha 1945. Ouzhpenn en Eil Brezel-bed e voent implijet e brezelioù Korea ha Viêt Nam peurgetket[4].
- Evelyn Owen o tougen kentpatrom kentañ e arm, dezhañ ur c'harger ront.
- Soudarded aostralian o patroulhiñ e Breizh-Nevez, 4 a viz Ebrel 1945.
- Pistolennoù-mindrailher Owen diskouezet war ur c'hamion da vare un dibunadeg brogarour e Sydney (12 a viz Kerzu 1942).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) WARDMAN Wayne, The Owen gun, emembannadur, 1991, 209 p., ISBN 9780731603657
- (en) SMITH Kevin, The Owen gun files : an Australian wartime controversy, Turton and Armstrong, 1994, 277 p., ISBN 0908031548
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) McCOLLUM Ian, The Owen SMG: Looks Bad; Shoots Good, Forgotten Weapons, 15/10/2019 (lennet d'an 30/12/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 215
- 1 2 3 (en) POPENKER Maxim, Owen 'Machine Carbine', Modern Firearms (lennet d'an 30/12/2025)
- 1 2 (en) DIAMOND Jon, Australia’s Owen Gun, Warfare History Network, miz C'hwevrer 2016 (lennet d'an 30/12/2025)
- ↑ (en) Private Evelyn Ernest Owen, Australian War Memorial (lennet d'an 30/12/2025)