Mont d’an endalc’had

Out of Africa

Eus Wikipedia
Out of Africa
Filmdata
Titl orin Out of Africa
Bro produiñ Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 18 a viz Kerzu 1985
Yezh orin saozneg
swahili
Padelezh (PAL-DVD) : 161 munutenn
Skigner Universal Pictures
Boujedenn 31 milion a zollaroù
Korvoder gros 227,5 milion a zollaroù
Pare
Filmaozer Sidney Pollack
Produer Sydney Pollack
Kim Jorgensen
Skrivagner Karen Blien
Sonerezh John Barry
Aktourien

Robert Redford
Meryl Streep
Klaus Maria Brandauer

Out of Africa a zo ur film drama romantel stadunanat sevenet gant Sydney Pollack, deuet er-maez e 1985. Damawenet eo bet ar senario gant ar romant Den afrikanske farm gant Isak Dinesen, anv-pluenn ar skrivagnerez danat Karen Blixen. Troet e voe e 1984 ha tudenn Karen Blixen a voe c'hoariet gant Meryl Streep, Denys Finch Hatton gant Robert Redford hag ar Baron Bror Blixen gant Klaus Maria Brandauer. Berzh a reas ar film pa zeuas er-maez ha mont a reas 7 Oskar gantañ.

E 1913 ez eas Karen Christence Dinesen (Meryl Streep), un aristokratez danat yaouank, da chom da Genya, a oa un drevadenn vreizhveuriat d'ar mare-se. Eno e tlee dimeziñ gant breur ar c'haredig en doa nac'het anezhi. Dre he dimeziñ e teuas da vezañ ar varonez Karen Blixen. Buan e tiorroas enni ur garantez don evit Afrika, pa'z eas Europa e-barzh ar Brezel-bed kentañ. Sevel a reas gwez kafe en he feurm diwar atiz he gwaz (Bror), o soñjal da gentañ krouiñ ul laeterezh, gant ar spi da wareziñ ar meuriad afrikan a oa o chom eno. Dilezet gant he gwaz diroll hag ezvezant alies, e kouezhas Karen e karantez gant ur chaseour skoemp, tomm ouzh an avantur, Denys Finch Hatton (Robert Redford). Hemañ, muioc'h c'hoazh e karantez gant Afrika egeti, a yeas da get. D'an deiz ma'z eas kuit Bror da Europa e teuas da gontañ dezhi e oa bet lazhet Denys en ur gwallzarvoud kirri-nij...

An de Havilland DH.60 Gipsy Moth eus 1929 implijet evit ar film.

Troet eo bet ar film e Bro-Saoz hag e Kenya e trowardroioù Karen ha Lang'ata (div vannlev eus Nairobi), e ranch Daniel Wildenstein peurgetket, nepell eus an torgennoù Ngong a zo anv er film. Met an torgennoù Chyulu a oa ar re a voe dibabet evit filmañ ar senennoù en torgennoù Ngong, peogwir e oant kavet livusoc'h.

Diskennidi meur a zen eus ar meuriad Kikuyu meneget el levr a gemeras perzh er filmañ, en o zouez mab-bihan ar penn Kinyanjui hag a c'hoarias e dad-kozh.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Titl : Out of Africa
  • Sevenet gant : Sydney Pollack.
  • Senario : Kurt Luedtke, diwar al levrioù Out of Africa gant Karen Blixen, The Life of a Storyteller gant Judith Thurman ha Silence Will Speak gant Errol Trzebinski
  • Klinkadur : Stephen B. Grimes
  • Gwiskamantoù  : Milena Canonero
  • Skeudenniñ : David Watkin
  • Frammañ : Fredric Steinkamp ha William Steinkamp, Pembroke J. Herring, Sheldon Kahn
  • Sonerezh : John Barry
  • Produerezh : Sydney Pollack, Anna Cataldi, Judith Thurman ha Kim Jorgensen, Terence A. Clegg
  • Kevredad produiñ : Mirage Enterprises
  • Dasparzhadur : Universal Pictures (SUA)
  • Bro produerezh : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
  • Furmadoù : Livioù (The Rank Organisation) - Prints by Technicolor - 1,85:1 - 35 mm - son Dolby Stereo 5.1 ha Digital Theater System (DTS)
  • Budged : 31 milion a zollaroù
  • Doare : drama, istor karantez, buhezskrid
  • Padelezh : 161 munut
  • Deiziad mont er-maez er Stadoù-Unanet : 10 a viz Kerzu 1985 (kentaenn e Los Angeles), 18 a viz Kerzu 1985 (mont er-maez broadel)
Oskaroù 1986
Golden Globes 1986
BAFTA Awards 1987
A bep seurt
  • Priz ar skeudenniñ gwellañ hag an eilroll gwellañ evit ur paotr (Klaus Maria Brandauer), e-pad an New York Film Critics Circle Awards e 1985.
  • Priz ar skeudenniñ gwellañ e-pad ar British Society of Cinematographers e 1986.
  • Priz David di Donatello 1986 ar film estren gwellañ hag an aktourez estren gwellañ (Meryl Streep).
  • Priz ar sonerezh film gwellañ e-pad ar BMI Film & TV Awards e 1987.