Ourz (moullerezh)
Neuz
Un ourz[1] zo, er moullerezh, un destenn sternet ennañ titouroù diwar-benn al levr pe ar gelaouenn, evel anv ha chomlec'h an ti-embann, an ti-moullañ hag anv rener(ez) an embann. Elfennoù all evel implijidi ar gelaouenn hag anvioù an dud o deus skrivet warni a c'haller kavout ivez. Ensoc'het e vez e deroù pe e dibenn an embannadenn peurliesañ.
Amprestet eo ar ger digant ar galleg ours (arzh), a zeufe eus lesanv ar vicherourien karget d'ober war-dro ar waskerez en tier-moullañ en XIXvet kantved[2].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martial MÉNARD, Dictionnaire Français-Breton, Palantines, 2012, p. 957b
- ↑ (fr) Eugène BOUTMY, Dictionnaire de l’argot des typographes, Marpon et Flammarion, 1883 (lennet enlinenn war Wikisource)