Otto Pérez Molina

Eus Wikipedia
Otto Pérez Molina e 2007

Otto Pérez Molina (ganet d'an 1 a viz Kerzu 1950 e Ciudad de Guatemala) zo ur soudard war e leve hag ur politikour eus Guatemala.

E 2001 e krouas e strollad politikel : ar Partido Patriota (Luskad brogar).

Lakaat a reas e anv e dilennadeg prezidantel 2007 met koll a reas en eil tro a-enep Álvaro Colom. Kemer a reas perzh adarre e dilennadeg 2011 ha deuet a-benn da vont d'an eil tro dalc'het d'ar 6 a viz Du. E miz Gouere 2011 e voe savet klemm outañ en abeg da wallerezh Gwirioù Mab-Den e-pad ar brezel diabarzh.