Karbed polis
Un oto polis zo ur c'harbed mallus implijet gant ar polis evit an dezougen e-kerzh troioù-ged ha tizhout lec'hioù lec'h ma vez ezhomm eus ar polis. Ar c'harbedoù polis a zo implijet gant poliserien evit troioù-ged en un takad kêr a vez fiziet enno. Ouzhpenn-se e vez implijet evit mont bliv da lec'hioù ma vez gwallzarvoudoù, ha dezougen suspedoù.
Ar c'harbedoù polis a zo lies hag evit ma vije aes merzhout anezho e vez ouzhpennet livadurioù ha skoedoù-ardamez. An aliesañ ez int dafaret gant gouleier mallusted (peurliesañ ruz, glas, a-wechoù an daou asambles) hag ur c'hwitellerez evit kelaouiñ implijerien all an hent, emaint o tont hag o ruilhañ buan. En otoioù-se e vo kavet doareoù kehentiñ, armoù ha dafar lies all evit an darvoudoù mallus.
An darn vrasañ eus an otoioù polis a zo karbedoù trevour, a-wechoù e vez ouzhpennet dafar, a-wechoù all met raloc'h e vez un oto savet a-ratozh kaer.