Oscar Temaru

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Oscar Temaru e 2015

Oscar Manutahi Temaru, ganet d'ar 1añ a viz Du 1944 e kumun Faʻaʻā, e Tahiti, zo ur politikour broadelour dizalc'hour eus an tu kleiz eus Polinezia C'hall. Maltouter war e leve, Temaru a zo penn al luskad dizalc'hour Tavini huiraʻatira hag an den pouezusañ eus an tu kleiz en enezeg. Enebour daonet Gaston Flosse, dilennet eo pemp gwech da brezidant Polinezia c'hall dindan 7 vloaz : eus ar 14 a viz Even d'an 22 a viz Here 2004, eus an 3 a viz Meurzh 2005 d'ar 26 a viz Kerzu 2006, eus an 13 a viz Gwengolo 2007 d'an 23 a viz C'hwevrer 2008, eus an 11 a viz C'hwevrer d'ar 24 a viz Du 2009 hag eus ar 1añ a viz Ebrel 2011 d'ar 17 a viz Mae 2013. Eus an 29 a viz C'hwevrer 2008 betek an 11 a viz C'hwevrer 2009 hag eus an 9 a viz Meurzh 2010 betek ar 1añ a viz Ebrel 2011, ez eo dilennet da brezidant parlamant Polinezia c'hall.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Marc Régnault, Le pouvoir confisqué en Polynésie française : l'affrontement Temaru-Flosse. Les Indes savantes, 2005.