Os Doze de Inglaterra

Eus Wikipedia

Os Doze de Inglaterra ("An Daouzek a Vro-Saoz") zo ur vojenn bortugalat eus ar Grennamzer diazezet war fedoù istorel ha kontet gant ar barzh portugalat Luís de Camões (1524-1580) e 1572 e kan VI e levr Os Lusíadas.

Hervez ar vojenn kontet gant Camões e oa bet daouzek marc'heg saoz, er bloavezhioù 1390, o kunujenniñ daouzek itron eus ti dugez Lancaster. Hag an itronezed da c'houlenn digant o mestr, John of Gaunt, dug Lancaster, kavout kampioned da zifenn o enor, met hennezh a lavaras ne gave ket ; a-hervez e oa aon er vro rak ar varc'heien a veze brudet o zaolioù-kaer er brezel. Hag an dug, deuet soñj dezhañ eus e droioù-brezel e Spagn er bloavezhioù 1370 ha 1380? hag eus kalonegezh marc'heien Portugal, Da erbediñ klask kampioned e-touez tud ar vro-hont.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]