Oryol (fourgadenn)

Eus Wikipedia

Oryol
lestr
Anv ofisielOryol Kemmañ
Lakaet er servij1668 Kemmañ
Country of registryRusia Kemmañ
Timbr soviedat embannet e 1971 o taolenniñ an Oryol

An Oryol (Rusianeg: Орёл, Erer; raloc'h Orel) a oa ur fourgadenn brezel savet gant Morlu Impalaeriezh Rusia. Lakaet e oa bet e servij e-pad ren an tsar Alexis Iañ evit difenn bigi kenwerzh an impaleriezh e Mor Kaspia.

Kentañ bag brezel Rusia e oa. Savet e oa bet etre 1667 ha 1669 pa oa bet savet arsanailh Dedinovo war ar stêr Oka. Memes ma voe paket ha devet ar vag e 1670, e oa bet ur bazenn kement hag ur simbol hollbouezus evit diazezadur ur gwir morlu rusian. An Oryol a seller outañ evel kentañ bag doare european Rusia. Araozañ e oa bet ar vag Frederick (pe Friedrich), savet e 1636 en Nizhny Novgorod. Ar Frederick a oa e servij duged Holstein-Gottorp, ha n'eo ket hini Rusia. Savet e oa bet oc'h implij labourerien ha materi rusian, met gant Holstein e oa bet paeet hag ar saverien-bigi a oa o tont eus ar vro-se.