Orjal dreinek

Orjal dreinek a raer eus orjal houarn stag oute begoù pe yennoù flemmus. O stumm modern, hag an doare d'o froduiñ, a voe ijinet e 1874 gant Joseph Glidden en Illinois (Stadoù-Unanet Amerika), diwar labour ar Gall Louis Janin e 1865. Implijet e vezont kalz e bed ar sevel-loened evit bac'hañ chatal war un takad termenet, pe evel harz da Vab-den e bed ar brezel koulz hag ar surentez.
-
Orjal dreinek troc'hus e Palestina
-
Orjal dreinek flemmus e kornôg Texas
-
Soudarded stadunanat o lakaat orjal dreinek war an douar da vare ur bleustradeg
-
Ur vuoc'h paket en orjal dreinek. Gloazadennoù a c'hell degas da loened a bep seurt.
En Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jeu a savas e dibenn an XIXvet kantved e gevred ar Stadoù Unanet etre an desaverien a leze o chatal da gantreal war ar pradeier digor, hag ar re a oa krog da glozañ o douaroù gant orjal dreinek, betek degas emgannoù feuls ha tud marvet (Fence Cutting Wars). Annezidi eus takadoù distro e su ar vro a implijas an orjal dreinek evel linennoù-pellgomz adalek ar bloavezhioù 1880 ivez[1].
Implijet e voe stank un tamm diwezhatoc'h evel harz dirak trañcheoù ar Brezel-bed Kentañ, evit stankañ hent an argadourien. Unan eus palioù an argadennoù kanolierezh war an trañcheoù a oa distruj ar rouedad orjal dreinek savet diraze[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) STRONG W. F., Atrocious but efficient: How ranchers used barbed wire to make phone calls, Texas Standard, 29/12/2011 (lennet d'an 20/03/2025)
- ↑ (fr) SHEFFIELD Gary, La Première Guerre mondiale en 100 objets : Ces objets qui ont écrit l'histoire de la grande guerre, Elcy éditions, 2013, 256 p., ISBN 9782753208322, pp. 36-37