Ordoño Álvarez

Eus Wikipedia

Ordoño Alvares, pe Álvarez (c. 1198 - Roma, 1285) a oa un abad hag eskob astur. Abad Husillos e oa, eskob Salamanca, arc'heskop Braga, ha kardinal.

Perzh a gemras er C'hentañ Kroaziadeg.

Diskennad e oa d'an infanted Ordoño Ramírez el Ciego ha Cristina Bermúdez. Mab e oa da Álvar Díaz, a oa mab da Ordoño Álvarez Asturiez, un den a-bouez e-pad ren Alfonso IX León, hag a oa gant ar roue e-pad troioù brezel Andalouzia, hag aloubadeg Córdoba.