Orano

Eus Wikipedia
Orano
Furm wirel : Kevredad dre gevrannoù
Krouidigezh : 2001
Lec'hienn Web : orano.group
Ar sez e Châtillon (Hauts-de-Seine)

Orano (Areva a-raok 2018) zo ur gompagnunezh c'hall a brodu tredan gant an energiezh nukleel aozet e kreizennoù nukleel gall (evel hini Flamanville e Normandi) hag a werzh an tredan-se. Labourat a ra an embregerezh dre ar bed a-bezh, dezha ur rouedad kenwerzh a c'holo 43 bro .

An embregerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Anne Lauvergeon, bet kuzulierez François Mitterrand, e voe lakaet Luc Oursel e penn an embregerezh d'ar 1 a viz Gouere 2011.

Perc'hennet eo ar gompagnunezh gant tri c'horf:

C'hwec'h skourr he deus :

  • Areva NC (Nuclear Cycle), anv nevez Cogema.
  • Areva NP (Nuclear Power) anv nevez Framatome ANP.
  • Areva TA, anv nevez Technicatome.
  • Euriware, e dalc'h Areva penn da benn.
  • Areva R (Renewable), troet war-zu an energiezhioù nevez.
  • Areva Med, a ra war-dro ar stourm ouzh ar c'hrign-bev .

Areva er bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mengleuz uraniom en Arlit, en Niger.

Klasket e vez uraniom gant AREVA e meur a vro war an douar, e Niger hag Aostralia dreist-holl. AREVA zo perc'henn da ziv vengleuz en Arlit, Niger, ha 1 600 den a labour eviti eno. Ar pempvet pourchaser uraniom er bed eo an Niger.

  • 4 000 den zo implijet gant Areva er Stadoù-Unanet ;
  • E Sina emañ Areva o sevel kreizennoù nukleel.
  • Bet eo Sarkozy o klask gwerzhañ kreizennoù nukleel Areva da Libia, davare dieubidigezh klañvdiourezed Bulgaria.

Bruderezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roched Areva ar skipailh mell-droad 1. FC Nürnberg war gein ar c'hoarier melldroad Albert Bunjaku)

Mennad ar renerien eo klask liammañ Areva hag an natur glan ha gant an doujañs ouzh an natur e speredoù an dud. Bruderezh a ra Areva dre ar skinwel dreist-holl, o lakaat bagoù da redek e merdeadegoù a vez diskouezet er skinwel e-pad meur a sizhun, evel ar Vendée Globe pe an America Cup hag ar skipailh Areva Challenge, ur skipailh merdeerien o verdeiñ evit kont Areva.

Implijet e vez ar sportoù d'ober bruderezh evit AREVA: kleuboù mell-droad[1], atleterezh, bageerezh.
. War bruchedoù rederien war-droad ivez e vez gwelet anv Areva.

Liammoù zo ivez gant ar Secours populaire.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.lemonde.fr/sport/article/2011/04/21/football-les-supporteurs-de-nuremberg-veulent-en-finir-avec-areva_1510847_3242.html

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]