Onitsha
| Deiziad krouiñ | 1550 |
|---|---|
| Anv ofisiel | onitsha |
| Anv er yezh a orin | Ọ̀nị̀chà Mmílí |
| Yezh ofisiel | saozneg |
| Kevandir | Afrika |
| Stad | Nigeria |
| E tiriad | Anambra State |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
| Daveennoù douaroniel | 6°10′0″N 6°47′0″E |
| Gevellet gant | Compton |
| Kod-post | 430... |
| Lec'hienn ofisiel | https://imeobionitsha.org/ |
| Kod pellgomz an takad | 046 |

Onitsha (Ọ̀nị̀chà Mmílí e igboeg[1] pe Ọ̀nị̀chà hepken) a zo ur gêr vras war ribl reter ar stêr Nijer, e Stad Anambra e su Nijeria. Ober a ra Onitsha, asambles gant kêrioù e su Stad Anambra, e norzh Stad Imo hag e Stad an Delta war ribl kornôg ar stêr Nijer, un tolead kêr bras.[2][3] E 2016 e oa 8 milion a dud o vevañ en tolead-se. En Onitsha hec'h-unan e oa 1 695 000 annezad e 2024.[4]
Eus ar genel Igbo eo an annezidi, ha komz a reont ar yezh igboek. Komzet e vez ar saozneg hag ar pidgin nijerian ivez. Yezhoù afrikan all a vez komzet, eus keneloù all eus Nijeria dedennet gant an hub ekonomikel a zo eus Onitsha.
Onitsha e oa ar gêr saotretañ er bed e 2016[5]. Hervez Africapolis[6] e vo meurgêr Onitsha unan eus toleadoù stankañ ar bed e 2050. E 2023 eo bet rakwelet gant McKinsey e taougemento he diorren denel e 2045 abalamour d'ar feur araokadur a vremañ[1].
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a ra ur "marc'had al lennegezh" en Onitsha er bloavezhioù 1950 ha 1960, ar pezh a grou ur "boum" lennegel e Nijeria e saozneg pidgin. Onitsha Market Literature (lennegezh marc'had Onitsha) a zo ur skouer vat eus sevenadur poblek Afrika, gant dodennoù evel diaesterioù ar garantez, ar vuhez familh, ha poanioù a bep seurt.
Kement-se a c'hoarvez ivez e norzh Nijeria, e haousaeg dreist-holl, ar Kano Market Literature.
Kaoz zo eus Onitsha e div oberenn lennegel europat :
- Onitsha, romant gant ar skrivagner breizhat ha morisat Jean-Marie Gustave Le Clézio, embannet e 1991 e ti Gallimard
- The Hole of Onitsha (toull / islonk Onitsha) gant ar skrivagner ha kazetenner polonat Ryszard Kapuściński, en e levr Heban (ebena) e 1998.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Onitsha gant :
Compton (Kalifornia) (SUA) abaoe 2010 (Kalifornia)[7]
Indianapolis (SUA) abaoe 2017 (Indiana)[8]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Okanga, Eloka Chijioke Paul Nwolisa (2003). Njepu amaka--migration is rewarding: a sociocultural anthropological study of global economic migration. Peter Lang. 63 p. ISBN 0-8204-6090-7.
- ↑ Onitsha | Nigeria, Map, & History | Britannica, 2023-11-08, war www.britannica.com
- ↑ Onitsha, Anambra state urbanization and the housing challenges, 2023-11-08, war www.ajemates.org
- ↑ Onitsha, Nigeria Metro Area Population 1950-2022, 2022-03-08, war www.macrotrends.net
- ↑ France Info TV Site Internet: https://www.francetvinfo.fr/meteo/particules-fines/carte-voici-les-500-villes-les-plus-polluees-du-monde_1846403.html
- ↑ OCDE/CSAO (2020), Africa's Urbanisation Dynamics 2020 : Africapolis, Mapping a New Urban Geography, West African Studies, Embannadur OCDE, Pariz, 2020, (ISBN 978-92-64-57958-3), 2024-02-23
- ↑ Sister Cities of Compton, comptonsistercities.org, 2013-07-02
- ↑ Indy partners with Nigerian city for business, cultural exchange gant Elena Mejia Lutz, 26 a viz Even 2017, The Indianapolis Star.