Omar Sy

Eus Wikipedia

Omar Sy

Omar Sy e 2012
Omar Sy e 2012

Ganedigezh 20 a viz Genver 1978
Trappes (Yvelines), Frañs
Broadelezh Frañs Frañs
Micher(ioù) Aktour
Fentigeller
Filmoù brudet Nos jours heureux
Intouchables
Les Seigneurs
De l'autre côté du périph
Internet www.omar-et-fred.com

Omar Sy, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1978 e Trappes (Yvelines), a zo un aktour gall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vamm, a-orin eus Maoritania, a oa ur vatezh, hag e dad a oa ul labourer a-orin eus Senegal. Kregiñ a reas gant e vicher er bloavezhioù 1996 hag 1997 war « Radio Nova », hag aze e reas anaoudegezh gant e vignon Fred Testot. Goude, war « Canal+ », e-kichen Jamel Debbouze, e kemeras perzh en abadenn Le Cinéma de Jamel. Krouiñ a reas Le Visiophon, un heuliad sketchoù bihan hag arvestoù.

D'ar 5 a viz Gouhere 2007 e timezas gant Hélène, ha dezho pevar bugel.

E 2011, er film Intouchables e-kichen François Cluzet e talc'he Omar perzh un den yaouank eus ar vannlev, hag a sikour ur pinvidig seizet e izili. Brudet-tre e teuas ar film-mañ da vezañ, gant 19 milion a sellerien. Gant-se e tapas « Globe de Crystal 2012 » ar gwellañ aktour, Priz an aktour gwellañ gant François Cluzet, e Tokyo ha Cesar an aktour gwellañ.