Mont d’an endalc’had

Om krisen eller kriget kommer

Eus Wikipedia
Golo stumm 2018 al levrig.

Om krisen eller kriget kommer e svedeg, Ma teu un enkadenn pe ur brezel , anvet Om kriget kommer Ma teu ar brezel da gentañ, zo ul levrig-heñchañ embannet gant gouarnamant Sveden abaoe 1943 evit displegañ d'ar boblañs petra a vefe aliet pe ret ober betegoût e c'hoarvezfe darvoudoù naturel dreistordinal pe brezelioù er vro. Ijinet e voe al levr da vare an Eil Brezel-bed, ha kempennet e voe meur a wech evit bezañ azasaet ouzh darvoudoù evel ar Brezel Yen. E 2018 e voe ouzhpennet ar ger krisen, enkadenn , en e ditl.

Div bajenn tennet diouzh embannadur 1961 al levrig-heñchañ.

E dibenn 2024 e voe savet ur stumm nevez, hanter devoc'h evit an hini kent, evit kemer e kont an endro ganet diwar aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022. Milionoù a skouerennoù eus pep embannadur a zo bet roet da Svediz[1]. Ouzhpenn svedeg ez eo bet troet al levrig en 11 yezh all[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (en) MAXIA Alex, Nordic neighbours release new advice on surviving war, BBC, 18/11/2024 (lennet d'ar 15/07/2025)
  2. (sv) Broschyren Om krisen eller kriget kommer på andra språk, MSB (lennet d'ar 15/07/2025)