Olive Thomas

Eus Wikipedia
Olive Thomas
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOlive Thomas Kemmañ
Anv-bihanOlive Kemmañ
Anv-familhThomas Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Her 1894 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCharleroi Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gwe 1920 Kemmañ
Lec'h ar marvNeuilly-sur-Seine Kemmañ
Doare mervelabeg naturel, Emlazh Kemmañ
Abeg ar marvnephritis Kemmañ
Lec'h douaridigezhWoodlawn Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarLottie Pickford, Mary Pickford Kemmañ
PriedJack Pickford, Jack Pickford Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour, model, aktour c'hoariva, senarioour(ez), aktour sinema Kemmañ
Deroù ar prantad labour1916 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1920 Kemmañ
Olive Thomas e-tro 1920

Olive Thomas, ganet Oliva R. Duffy d'an 20 a viz Here 1894 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Gwengolo 1920, a oa un top model hag aktourez filmoù mut stadunanat. Thomas a oa krog da vezañ ur patrom evit treserien e 1914, goude-se e oa faet da labourat er Ziegfeld Follies er memes bloavezh. Gwelet e oa bet goude-se en abadenn The Midnight Frolic. E 1916 he doa komañset da vezañ aktourez filmoù mut ha troet he doa en 20 film e-doug pevar bloaz. Memes bloavezh e oa hi dimezet gant an aktour Jack Pickford, breur yaouankañ an aktourez filmoù mut Mary Pickford.

D'an 10 a viz Gwengolo 1920, Thomas a oa marvet e Pariz goude bezañ bet lonket pareoù he gwaz a-enep ar syphillis, merkur bichloride. Dre lonkañ ar pareoù-se e oa bet tapet un nephritis ganti. Embannet e oa bet e oa ur marv dre gwallzarvoud, met ur wech aet ar c'heloù dre ar bed e oa deuet da vezañ iskis evit ar gazetennerien. Lod o devoa embannet e oa un emlazh met n'eus ket prouenn ebet eus ar fed-se betek-henn. Marv Thomas zo unan eus kentañ gwallreuzioù niverus Hollywood o vezañ brudet. Ar strolladoù relijiel stadunanat a oa bet roet nerzh dezho en o stourm a-enep bed ar "sioù" a oa Hollywood evito.

Memories of Olive, tresadenn gant Alberto Vargas evit Florenz Ziegfeld.
Olive Thomas taolennet noazh gant Penrhyn Stanlaws e 1915

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]