Mont d’an endalc’had

Oleksandra Matviytchouk

Eus Wikipedia
Oleksandra Matviytchouk
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUkraina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denОлександра В'ячеславівна Матвійчук Kemmañ
Anv-bihanОлександра Kemmañ
Anv-familhMatviychuk Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Her 1983 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBoyarka Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetukraineg Kemmañ
Micherhuman rights defender, alvokad Kemmañ
ImplijerCenter for Civil Liberties Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Law of Taras Shevchenko National University of Kyiv, Ukrainian Humanities Lyceum Kemmañ
Ezel eusPEN Ukraine Kemmañ
Prizioù resevetVasyl Stus Prize, Right Livelihood Award, BBC 100 Women, Democracy Defender Award, Honorary doctor of the Catholic University of Louvain Kemmañ

Oleksandra Matviytchouk (en ukraineg : Олександра Матвійчук) zo un alvokadez ukrainat hag ur stourmerez evit gwirioù mab-den. E Boyarka, e-kichen Kyiv, eo bet ganet d'an 8 a viz Here 1983. Pa oa krennardez e voe skoet he spered gant istor ar goulagoù, ken e reas he soñj studiañ ar gwir, ar sokiologiezh hag ar skiantoù politikel. Er Center for Civil Liberties (d.l.e. Kreizenn evit ar Frankizoù Keodedel, Центр Громадянських Свобод en ukraineg) emañ o labourat abaoe 2007. Un aozadur dieub ha distag diouzh ar gouarnamantoù eo. Savet eo bet evit difenn gwirioù mab-den en Ukraina, kreñvaat an demokratelezh eno ha deskiñ yaouankizoù ar vro. E-pad emsavadeg an Euromaidan e roas harp Oleksandra Matviytchouk d'ar vanifesterien en ur genurzhiañ ar strollad Euromaidan SOS : titouriñ a rae an dud war o gwirioù, sikour anezho dirak al lezioù-barn, ha dastum prouennoù eus taolioù fall ar polis hag ar justis. Pa voe aloubet Krimea gant Rusia ha pa darzhas ar brezel en Donbas e stagas Matviytchouk gant ul labour diellaouiñ ha kelaouiñ, abalamour da lakaat war-wel an torfedoù erruet eno, diwar-goust ar siviled peurvuiañ (gourdrouz, gwallgas, bac'hañ, jahinañ...). Danevelloù a savas war an tem-se evit meur a aozadur brudet evel al Lez-kastizañ Etrebroadel, Aozadur ar Broadoù Unanet, Kuzul Europa, Unaniezh Europa, peotramant an OSCE. Stourm a reas ivez evit ma vefe divac'het ar brizonidi bolitikel e Belarus hag e Rusia. Adalek 2022, pa voe aloubet rannvroioù ukrainat all, ne dermas ket Matviytchouk, hag hi ha dastum testenioù ha prouennoù war torfedoù-brezel arme Rusia. Tost 40 000 torfed zo bet enklasket betek-henn. Fellout a ra da Oleksandra Matviytchouk e vefe barnet ar prezidant rusian Vladimir Poutin evel m'eo dleet, hervez lezennoù al Lez-kastizañ Etrebroadel (s.o. Statud Roma) : asambles gant tud all he deus roet lañs d'al luskad « ul lez-varn evit Poutin ». E 2022 e oa aet priz Nobel ar peoc'h gant ar Center for Civil Liberties, a zo Matviytchouk renerez anezhi.