Olaus Magnus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Koadengravadur ma weler tud o skiañ, tennet eus Historia de gentibus septentrionalibus.

Olaus Magnus (Here 1490 – 1 Eost 1557) a oa ur skrivagner svedat, kartennour ha beleg katolik.

Un diaraoger e voe war dachenn ar studiadennoù istorel war broioù hanternoz Europa. E oberenn anavezetañ eo Historia de gentibus septentrionalibus, embannet e 1555, e 22 levrenn, ma konte latin e-leizh a draoù war douaroniezh, hengounioù ha mojennoù pobloù Skandinavia.

Evel e vreur henañ Johannes Magnus e voe beleget Olaus, ha dont da vezañ chaloni en Uppsala ha Linköping, a-raok bezañ anvet da arc'hdiagon e Strängnäs. Gant an Disivoud protestant o c'hounit tachenn e Sveden e rankas kuitaat ar vro, gant e vreur Johannes Magnus a oa arc'heskob Uppsala. En em staliañ a rejont e Roma. Goude marv e vreur e 1544 e voe fiziet arc'heskopti Uppsala en Olaus, gant ar pab Paol III, met ne c'hallas biken mont di da sezañ evel arc'heskop ha tremen a reas ar peurrest eus e vuhez en ur manati e Roma.

Pa oa e Sveden en doa graet un droiad e proviñsoù hanternoz ar vro. Ur wech en Italia e savas ur gartenn gaer eus ar broioù-se, anvet Carta Marina ha skrivañ a reas ur mell Historia de gentibus septentrionalibus evit sachañ evezh pennoù ar Vatikan war e vro. Moullet e voe al levr gantañ e-unan e Roma, e 1555. Ennañ e oa ur bern engravadurioù kaer war doareoù ha boazioù broioù hanternoz Europa.