Okkupert

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Okkupert (skignet e Bro-C'hall gant an anv Occupied) a zo ur stirad pellwel norvegiat. Krouet eo bet gant Erik Skjoldbjærg ha Karianne Lund diwar ur mennozh gant Jo Nesbø. Skignet eo bet adalek ar 4 a viz Here 2015 war TV 2 e Norvegia; adalek an 13 a viz Du 2015 war RTS Un e Bro-Suis, adalek an 19 aviz Du 2015 war Arte e Bro Alamagn hag e Frañs.

N'ouzer ket hag-eñ e vo un eil koulzad.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un amzer da zont tost. Kuitaet o deus ar Stadoù-Unanet an NATO. Dilennet eo bet e Norvegia ur gouarnamant ekologour hag a zivis paouez da broduiñ petrol ha gaz pa c'houzañv Unvaniezh Europa un diouer bras a energiezh. Goulenn a ra Unvaniezh Europa sikour Rusia. Skrapañ a ra ar Rusianed kentañ Ministr Norvegia, Jesper Berg, e-pad un nebeud eurvezhioù. O paouez lidañ digoradur ofisiel ul labouradeg produiñ energiezh gant thorium e oa. Rediet eo da asantiñ adkregiñ da broduiñ hidrokarbidennoù dindan evezh ar Rusianed...

Rann 1 : Ebrel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jesper Berg, kentañ ministr norvegiat, ezel eus ar strollad ekologour « Energiezh Nevez » (Ny Kraft), a embann e fell d'ar vro paouez da broduiñ an hidrokarbidennoù o deus graet pinvidigezh Norvegia e-pad degadoù a vloavezhioù evit stourm ouzh kemm an hin. A-boan echu gantañ e brezegenn e-kerzh digoradur ur greizenn produiñ energiezh gant thorium ez eo skrapet gant ur c'homando. E ward Hans Martin Djupvik hag ur c'helaouenner enklasker Thomas Eriksen a zo test. Er viñsaskell e lavar dezhañ ur c'homiser europat dre welgendael he deus goulennet Unvaniezh Europa digant Rusia mestroniañ staliadurioù produiñ petrol ha gaz Norvegia. Ma nac'h e vo taget ar vro gant arme Rusia. Ur wech dieubet ez eo adkavet gant Djupvik. Ret eo dezhañ kemenn an traoù d'ar vro bremañ. En ur prantad berr, didrouz ha hep diskouez nerzh war wel en em gav ar vro didan gwarez Rusia.

Rann 2 : Mae[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad sizhunvezhioù zo en em gav muioc'h mui a Rusianed er vro. Emañ penngarter ar Rusianed e-tal preti Bente Norum, gwreg Thomas Eriksen. E-kerzh Gouel Broadel ar 17 a viz Mae e tiviz Irina Sidorova, kannadez Rusia, dont hep bezañ bet pedet da lid medalenniñ penn ar Gwarded ar Roue. Klask a ra ur soudard yaouank, Stefan Christensen, he lazhañ. Dont a ra Djupik da zihenchañ an tenn. Kas a ra ar servijoù rusat Christensen ganto. Ober a ra ar Rused o mad eus an degouezh evit hasten o bezañs er vro. Gwelet a ra Gwarded ar Roue Christensen evel ur gouestlad etre daouarn ar Rusianed ha skrapañ a reont daou Rusian. E-keit-se e kinnig ur Rusian da Vente aozañ predoù prevez evitañ en he freti pa oa hi e soñj serriñ he stal. Adlañset eo ar stal. Diskaret eo ar rusian-se dirak ar preti gant ur c'harr goude ur pred koan.

Rann 3 : Mezheven[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh an enklask a-zivout ar gwallzarvoud e tizolo ar polis e oa bet diskaret ar rusian gant karr ur repuad tchetchen staliet e Norvegia abaoe bloavezhioù, Elbek Moussaiev. Evit Irina Sidorova, kannadez Rusia, ez eo anat ur drouklazh ha goulenn a ra groñs e ve dizivroet Moussaiev da Rusia evit bezañ barnet. N'o ket Djupvik gward ar c'hentañ ministr ken. Anvet eo bet gant Wenche Arnesen, penn servij surentez ar polis (Politiets Sikkerhetstjeneste, PST)en ur strollad ispisial karget da "ziarbenn an torfedoù enep ar Rusianed". Soñjal a ra dezhañ e c'hello diskoulmañ an enkadenn o kavout penaos e oa tremenet en darvoud. Goulennata a ra mab Moussaiev a zispleg dezhañ e oa ur gwallzarvoud met o doa bet pennfollet e dad hag eñ o tizoleiñ e oa ur Rusian an den bet diskaret ganto goude bezañ gwelet e baperoù. Prometiñ a ra d'ar mab ne vo ket dizivroet e dad evit ur gwallzarvoud. Met o vont gant mab Moussaiev da welet e dad en toull-bac'h e kav anezhañ marv. Emlazhet eo goude bezañ resevet an disentez dizivroañ anezhañ. A-drugarez da Hilde, e wreg, a grog gant he micher barnerez, e tizolo Djupvik ez eus bet pouezet war justis Norvegia evit dizivroañ Moussaiev. Goude ganedigezh e vab e teu an holl gelaouennerien da atersiñ Jesper Berg. E-kerzh un atersadenn e lavar emañ ar Rusianed o vont da guitaat ar vro. Gwelet eo se evel atahinerezh gan ar Rusianed a ampell o dilec'h sine die.

Rann 4 : Gouere[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech tremenet an enkadenn e teu en-dro Rusianed niverus da breti Bente. Diwall a ra Bente na rafe ket e gwaz Thomas Eriksen, goulennoù ouzh hec'h arvalien. Kalz lec'hiennoù internet a c'halv d'un emsavadeg armet enep an alouberien en un doare sklaeroc'h sklaerañ. Divizout a ra Djupvik hag e genseurtez Ingrid Bø atersiñ ur paotr 15 vloaz hag a dalc'h ur blog enep rusian brudet-kaer herberc'hiet war ur servijer a herberc'h meur a lec'hienn evit heñvelrevidi. P'emaint o vont da gas anezhañ d'ar gêr, e tarzh gant o c'harr gant ur vombezenn war-zilerc'h.

Rann 5 : Eost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komz a reer c'hoazh eus dilerc'h tost ar Rusianed. Dont a ra Komiser gall Unvaniezh Europa da gemer perzh en un deroadur galloud etre ur skipailh rusian hag unan norvegiat war ul lec'hienn produiñ gaz. Daoust da enebiezh Thomas deuet da vezañ brudet mat abalamour d'e bennadoù enep ar c'henlabour gant ar Rusianed, e asant Bente degemer en he freti banvez kimiadiñ dileuridi Rusia.Emañ Hans Martin ha penn servij surentez ar polis, Wenche Arnesen o c'houlennata asambles Birkeland a soñjer ez eo unan eus pennoù pouezusañ Norvegia Dieub, emsav stourm ouzh an aloubidigezh rusian. Un tamm a-raok en deus mezeg Wenche lavaret dezhi he doa ur greskenn dibare en he empenn. E-kerzh an atersadenne c'houlenn Wenche digant Hans Martin mont da gerc'hat ur werennad dour evit gellout lavarout da Virkeland e fell dezhi kemer perzh er stourm enep ar Rusianed. E-keit-se en doa resevet Thomas ur gemennadenn dizanv o lavarout dezhañ mont d'ul lec'hienn produiñ petrol. Test eo eus tarzhadenn ur c'harrad implijidi rusian.

Rann 6 : Gwengolo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaesoc'h diaesañ eo an traoù evit Jesper Berg : emañ e strollad war var da darzhañ, rannet etre ar re a ro o skoazell d'e bolitikerezh hag ar re a nac'h adkregiñ da broduiñ hidrokarbidennoù ha plegañ dirak Rusianed. Ne fell ket ken d'ar Rusianed kuitaat ar vro ha pouezañ a ra Unvaniezh Europa evit ma vo adkroget gant ar produiñ, petrol ha gaz. Divizout a ra Jesper Berg aozañ ur referendom war ar gudenn. Ma trec'h ar "ya" en deus spi e vo sioulaet Unvaniezh Europa hag e sikouro Norvegia da vezañ mestr en-dro war hec'h aferioù. Stign eo an darempredoù etrezañ hag un darn eus e gabined ha Mionistrez ar Justis peurgetket. Ne ya ket mat en traoù en e goublad (asantet he deus e wreg mont da Bariz da labourat evit un aozadur skoazell d'ar re en dienez). Dilaosket eo mab Thomas Eriksen gant e vignoned a damall d'e familh bezañ eus tu an alouberien. Divizout ra kemer perzh en ur vanifestadeg ha kas a ra ur c'hocktail Molotov war preti e lez-vamm. Kendelc'her ra Bente da resev Rusianed en he freti. Rusianed eo amezeien Hilde ha Hans Martin. Buan e teu da vezañ start an darempredoù etre Hans Martin ha Wenche e-kerzh an enklask. Tamall a ra Wenche dezhañ implijout doareoù eneplezenn tost eus re an alouberien evit enkañ izili Norvegia Dieub. Divizout Hans Martin heuliañ ha merzout a ra he deus darempred gant Birkeland hag emañ o klask lakaat anezhañ da dec'hout da Sveden.Emañ Djupvik war var da herzel Birkeland pa varv hemañ, drouklazhet gant un tenner kuzh.

Rann 7 : Here[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embregiñ a ra arm Rusia e-kichen ar harzoù gant Norvegia. Un nebeud kirri arme a zo tremenet e-pad berr amzer dre diriad Norvegia. Goulenn a ra Jesper Berg sikour digant Unvaniezh Europa gant aon e vefe aloubet e vro gant an arme rusian. Prometiñ a reer dezhañ kas kirri-nij met n'eus netra efedus. Komiser Unvaniezh Europa a lavar da Jesper Berg ne vo graet netra enep Norvegia mat a laka anezhañ da gompren ez eus un emglev gant ar Rusianed : hiraat a raio Rusia an eoulsanioù norvegiat betek Rusia evit ma c'hello ar vro adwerzhañ pep tra d'an Unvaniezh Europat d'ur priz dereat. Ober a ra Thomas Eriksen un enklask diwar-benn Maxim Ivanov, un den kejet gantañ e-kerzh obidoù implijidi ar burerezh lazhet gant ar gwalldaol. Goude bezañ desket e oa Ivanov en toull-bac'h abaoe daou vloaz e tiviz mont d'ar Finnmark deiz deiz-ha-bloaz e verc'h, evit tremen e tu all an harzoù. Skarzhañ a ra Wenche Hans Martin, o tamall dezhañ bezañ lakaet da c'hwitañ ar pej bet prientet ganti evit tapout Birkeland. Pellat a ra diouti evel-se an disfiz a-zivout he liammoù gant Norvegia Dieub. Goulenn a ra Irina Sidorova digant Hans Martin dont da vezañ ezel eus servijoù kelaoua kannati Rusia. Nac'h a ra met dont a ra ar C'hentañ Ministr ha penn an arme da c'houlenn digantañ asantiñ. Goulenn a ra un urzh sinet. Reiñ a reont dezhañ. E keit-se e c'houlenn Wenche digant penn bet Gwarded ar roue bodañ ar re prest da stourm ouzh ar Rusianed. En toull-bac'h e klask Christensen sachañ prizonidi all eus tu ar stourm enep Rusia. P'emañ e brosez o vont da gregiñ pa skarzher an dud al lez-varn abalamour d'ur galv-diwall a-berzh Norvegia Dieub. Dieubet eo Christensen gant stourmerien an aozadur.

Rann 8 : Du[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sez Statoil (kevredigezh produiñ petrol) e Fornebu e bannlev Oslo.Bet implijet evel sez ar gouarnamant er stirad.

Daoust d'ar strollad « Energiezh Nevez » kaout an niver brasañ a gannaded er Parlamant (Storting), e tle Jesper Berg kinnig e zilez da roue Norvegia. Goulenn a ra ar roue digant Jesper Berg. kendelc'her da verañ an traoù en ur c'hortoz e vefe stummet ur gouarnamant all. Kavet eo bet korf Thomas e bro ar Samied. Goude e obidoù e tizolo Bente e oa bet kaset pellgomzadenn diwezhañ Thomas eus Mourmansk.Ingrid Bø eus ar PST a gadarna dirak Bente ez eo marv Thomas heñvel ouzh un drouklazh treuzwisket e gwallzarvoud. E keit-se e deus divizet ar C'hentañ ministr lakaat e plas ur politikerezh strizh e-keñver enbroadeg ar Rusianed. Dizoloet eo bet gant arme Norvegia e oa bet milieroù a Rusianed o treuziñ an harzoù war droad evit en em veskañ gant tud Norvegia. Nac'h a ra Rusia degemer en-dro he c'heodedourien bet skarzhet diouzh Norvegia. Divizout a ra Jesper Berg kas anezho d'ar Svalbard neuze. Aloubet eo e vurev gant ur c'homando rusianeger a ra ur gouestlad anezhañ. Nac'h a ra kannadez Rusia kaout an disterañ darempred gant an dud-se evel-just. Kas a ra Irina Sidorova Hans Martin evel hanterour met lazhet eo ar c'homando gant ar polis enep-sponterezh. Merzout a ra neuze Hans Martin e laboure unan eus ar sponterien evit Sidorova. Kas reer Jesper Berg da gannati ar Stadoù-Unan evit bezañ gwarezet. E-kerzh un emvod eus ar gouarnamant bodet en-dro e palez ar roue e kemenn Jesper Berg dre welgendael eus kannati ar Stadoù-Unanet e fell dezhañ startaat argasadenn ar Rusianed.

Rann 9 : Kerzu - kentañ lodenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dipitet eo Wenche o welet Jesper o kavout gwelloc'h hent an diplomatiezh. Kendelc'her a ra hemañ gant e garg a gentañ ministr eus kannati ar Stadoù-Unanet dindan sell nec'het ar c'hannad na blij ket dezhañ e bolitikerezh. Soñjal a ra d'an Amerikaned ne raio nemet lakaat an traoù da washaat etre Norvegia ha Rusia. Dont a ra a-benn da gendrec'hiñ anezho da bediñ Irina Sidorova da zont betek ar c'hannati evit kendivizout. E-keit se e kas ur c'harr-nij Rusianed d'ar Svalbard. Daou hemolc'her rusian a adtap ar c'harr-nij. Rediet eo Jesper da reiñ urzh dezhañ distreiñ. Tapout a ra Bente he lezvab hag e vignon o skeudenniñ deiziataer ar preti. Deskiñ ara goude e oa bet goulennet diganto gant o gourdoner degas titouroù diwar-benn hec'h arvalien. Gervel a ra he c'haredig rusian evit gouzout e-barzh peseurt spa ez a ingal Sidorova. Ur c'homando eus Norvegia Dieub a skrap anezhi un deiz m'emañ eno. Kemenn a ra Norvegia Dieub war internet e vo lazhet a-benn 24 eurvezh.

Rann 10 : Kerzu - Eil lodenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laouen e vefe an Amerikaned o en em zizober diouzh Jesper. Kinnig a reont dezhañ mont da C'heneva e Suis. Nac'h a ra. E-kerzh un atersadenn evit ur chadenn skinwel amerikan e ro Berg da grediñ emañ ar Stadoù-Unanet eus tu Norvegia pa n'eo ket gwir. Emañ Wenche oc'h ober pep tra evit mirout ouzh ar polis da gavout Irina Sidorova. Mont a ra Hans Martin d'he c'havout. Ne nac'h ket bezañ ouzh tu Norvegia Dieub. Kendrec'hiñ a ra Hans Marin Ingrid Bø e labour evit ar Rusianet war c'houlenn Jesper ha goulenn a ra diganti klask pelec'h e talc'het Norvegia Dieub Irina Sicorova. Ur wech kavet al lec'h e lazh izili Norvegia Dieub a zo eno hag e tieub Sidorova. Distreiñ a ra hi da benngarter ar Rusianed. E keit-se e laka kannad ar Stadoù-Unanet Jesper da lonkañ nikotin. N'eo ket evit e lazhañ met evit rediañ anezhañ da guitaat ar c'hannati hervez ar pezh a lavar Wenche dezhañ en ospital. Eus he zu ec'h enroll ur film-video ma lavar bezañ e penn Norvegia Dieub hag e kuita he c'harg er PST. Aozañ a ra he c'himiad. goulenn a ra digant ur pastor sikour evit na vefe roud ebet anezhi goude he marv. En em lazhañ aren e iliz, deviñ ar eñ he c'horf. Test eo Bente eus doareoù feuls ar Rusianed e-keñver siviled Norvegia. Kas a ra he merc'h hag he lezvab e ti e mamm hag aotren a ra Norvegia Dieub da implijout he freti evit ur gwalldaol enep kargidi uhel rusian a vez lazhet. Seblantout a ra Hans Martin hag e wreg bezañ e-touez ar re a genlabour gant ar Rusianed. Skrapañ ara Norvegia Dieub Jesper Berg en ospital. Kas a ra ar skraperien anezhañ betek un diazezlec'h brezelel e-kreiz ar c'hoadoù. Degemeret eo eno gant penn bet Gwarded ar Roue a c'houlenn digantañ kemer penn ar stourm enep an alouberien.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Aozadur ar stirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet eo bet ar rann gentañ gantJo Nesbø e 2008. Sañset oa ar stirad da vezañ aozet gant Norsk rikskringkasting (NRK), ha roet e voe 9,7 milion a gurunennoù norvegian gant Norsk filminstitutt evitañ e miz Ebrel 2013. Goude pevar bloaz a labour e savas dizemglev ha kuitaat a reas NRK ar raktres. Adkemeret e voe gant TV 2 Norvegia e miz Here 2013.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Festival etrebroadel ar Film e Mannheim-Heidelberg 2015 : New Creators Award ar gwellañ drama.

Burutelladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'en deus ket plijet ar stirad da gannati Rusia e Norvegia ha lavaret eo bet d'an ajañs TASS. Tamallet eo bet d'an aozerien lavarout ne oa netra gwir en o istor mat lakaat ennañ broioù resis ha reiñ da Rusia roll an tager. Ankouaet e vefe bet gant an aozerien roll an Arme Ruz e dieubidigezh Norvegia e dibenn an eil Brezel Bed ha chomet e vefent tost eus hengoun fallañ ar Brezel Yen oc'h ober aon d'an dud a-zivout ur gourdrouz n'eus ket anezhañ.