Mont d’an endalc’had

Oberiadur Korventenn (Polonia)

Eus Wikipedia
Oberiadur Korventenn
oberiadur brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
Lec'hEil Republik Polonia Kemmañ
Deiziad4 Genver 1944 Kemmañ
Perzhiadlu diabarzh Kemmañ

Oberiadur Korventenn pe Oberiadur Burza (poloneg : "akcja Burza”) a oa bet un heuliad emsavadegoù e-kerzh an Eil Brezel-bed a-enep an nerzhioù dalc'herezh alaman gant an Arme Diabarzh (Armia Krajowa, berraet en AK), nerzh galloudusañ ar Rezistañs polonat.

Pal an Oberiadur Korventenn e oa kemer dre an nerzh kêrioù ha tiriadoù dalc'het gant an Alamanted e-pad ma oant o prientiñ an difennerezh a-enep al Lu Ruz hag a oa o vont war-raok. Ar Stad polonat kuzh en doa spi e c'hellje kemer ar galloud a-raok ma erruje Soviediz.

Pal ar gouarnamant polonat en harlu e Londrez e oa adsevel harzoù Polonia gant URSS evel e 1939, en ur nac'hañ al Linenn Curzon evel harzoù. Hervez Jan Ciechanowski,

"Ar c'habined polonat [en harlu] a grede, ma vije nac'het al Linenn Curzon, e oant o tifenn an identelezh vroadel hag ar gwir da gaout ur vro bolonat. Mennet e oant da adsevel an darempred etre Rusia ha Polonia hervez diazez ar pezh a oa a-raok 1939."[1]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Jan. M. Ciechanowski. The Warsaw Rising of 1944. Cambridge University Press. Cambridge. London. 1974. p.9